Maurice Yaméogo (31 a viz Kerzu 1921 - 9 a viz Gwengolo 1993) a voe prezidant kentañ Volta-Uhel (Burkina Faso hiziv).

Maurice Yaméogo
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhVolta-Uhel, Burkina Faso Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMaurice Yaméogo Kemmañ
Anv-bihanMaurice, Naoua Laguemba Kemmañ
Anv-familhYaméogo Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1921 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKoudougou Kemmañ
Deiziad ar marv15 Gwe 1993 Kemmañ
Lec'h ar marvOuagadougou Kemmañ
BugelHermann Yaméogo Kemmañ
Yezh vammmosieg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherpolitiker, sindikalour, statesperson Kemmañ
KargPresident of Upper Volta, Minister of Foreign Affairs of Burkina Faso Kemmañ
Bet war ar studi eMinor Seminary of Pabré Kemmañ
Strollad politikelAfrican Democratic Rally Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1965 Upper Voltan presidential election, 1959 Upper Volta presidential election Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Maurice Yaméogo

Studiañ a reas e kloerdi bihan Pabré etre 1934 ha 1939 a-raok dilezel ar soñj mont da veleg. E 1948 e voe dilennet da guzulier meur Volta-Uhel en AOF.
Goude meur a c'hwitadenn en dilennadegoù da heul e teuas a-benn da vezañ kannad tiriadel e 1957 ha ministr al labour-douar e-pad un nebeud mizioù. D'ar 6 a viz C'hwevrer 1958 e voe anvet ministr an Diabarzh ha, goude marv Ouezzin Coulibaly e miz Gwengolo, en em gavas e penn ar gouarnamant en etrekarg.

Dizalc'hiezh Volta-Uhel a voe embannet d'ar 5 a viz Eost 1960, gant Maurice Yaméogo prezidant. E-kerzh an daou vloavezh kent e oa deuet a-benn da ziskar kement eneberezh politikel a oa er vro ha prest e oa Volta-Uhel da vont war-zu an diktatouriezh.
Goude an taol-Stad ma varvas Sylvanus Olympio, prezidant Togo, e 1963, e troas Yaméogo da baranoiak. Diwar neuze e cheñchas ingal izili e c'houarnamant ha harzet e voe meur a vinistr. Aozet e voe un dilennadeg prezidantel e 1965 ma oa Yaméogo an hini nemetañ a c'hellas lakaat e anv. Addilennet e voe evel-se gant ouzhpenn 99,9% eus ar mouezhioù.

E penn kentañ 1966 e savas ar bobl a-enep an diktatour ha d'an 3 a viz Genver ec'h embannas Yaméogo e roe e zilez. Harzet e voe, barnet hag adlakaet en e frankiz e 1970.