Maxentius
impalaer roman
Maxentius, pe Marcus Aurelius Valerius Maxentius, zo un impalaer roman hag a gemeras ar galloud e Roma en 307 a-drugarez d'ar gward pretorian. Da-heul an taol-stad-se e tarzhas eil brezel diabarzh Roma.
E vuhez
kemmañMab e oa d'an impalaer Maximianus Herculius ha d'an impalaerez Eutropia, sur-awalc'h war dro Sirmium, e Pannonia.
Dimeziñ a reas gant Valeria Maximilla, merc'h an impalaer Galerius. Daou vugel o doe ː Romulus, marvet e 309; Constantinus, lazhet e 312 goude trec'h Constantinus Iañ.
Mervel a reas, beuzet er rinier Tiber, d'an 28 a viz Here 312 en emgann Pont Milvius, tostik d'e gêr-benn, Roma, war Via Flaminia.
An deiz war lec'h, e c'horf a zo kavet, ha dibennet. E benn a zo kaset da Roma ha baleet war beg un c'hoaf.
Pennad kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- François Zosso & Christian Zingg ː Les empereurs romains; 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. Paris. 1994