Mebyon Kernow (Kerneveureg Mibien Kernev Veur) a zo ur strollad politikel eus Breizh-Veur hag a zo e bal pennañ aozañ ur gouarnamant emren e Kerne-Veur.

Krouet e voe ar strollad d'ar 6 a viz Geñver 1951 e Redruth. Prezidantez gentañ a voe dilennet a zo Helena Charles hec'h anv. Divizet e voe neuze e vefe e balioù :

  • Studiañ doareoù lec'hel hag arnodiñ da gompezañ ar re na vefent ket emsav evit Kerne-Veur.
  • Lakaat war-raok ar c'herneveureg hag e lennegezh
  • Broudañ studi an istor kerneveurat eus ur savboent kerneveurat
  • Labourat ma vo degemeret Kerne-Veur evel ur vro geltiek, e-touez ar c'hwec'h bro geltiek
  • Embann levrigoù, pennadoù ha lizherioù er c'hazetennoù da lakaat war-raok ar palioù-se
  • Aozañ arvestoù ha dudioù, ur blaz keltiek ganto, a c'hellfed lakaat ar palioù-se war-raok drezo
  • Kenlabourat gant an holl gevredigezhioù a fell dezho mirout sevenadur Kerne-Veur.

E miz gwengolo 1951 e terouas da c'houlenn ur statud emrenerezh evit Kerne-Veur e-barzh ur stad breizhveuriat kevreel. E sez kentañ e c'hounezas Mebyon Kernow e 1953 e kuzul-kêr Redruth-Camborne. E-pad ar bloavezhioù 50 ha 60 e chomas Mebyon Kerow ur bagad-pouezañ kentoc'h eget ur strollad politikel gwir, avat, hag e izili o-doa ar gwir da emezelañ d'ar strolladoù arall. E-pad ar bloavezhioù 70 hepken ez eas da vezañ un aozadur kenstag a grogas da ginnig danvez-kannidi d'al dilennadegoù lezennel.

Un ezel eus Emglev libr Europa ha liammoù tost gant an SNP ha ar Plaid Cymru eñ-deus. Kevreet gant ar Re C'hlas e oa en dilenadegoù 2005. Danvez-kannad ebet a ginnigas e pastell-vro Saint-Yves da skoazell ar Re C'hlas, tra m'e harpe ar re-mañ er pastelloù-bro kerneveurat arall.

Ar skrivagnerez Daphne du Maurier a oa bet ezel eus Mebyon Kernow. Andrew George, kannad ar strollad Frankizour-demokratel a berc'hennas dezhañ ivez met aet kuit eo pa yeas d'ur strollad politikel gwir.

Dilennadegoù

kemmañ

Da vare dilennadegoù Europa 1979 eñ-deus gounezet ar strollad 5,9% eus ar mouezhioù met n'eo ket bet barrek da dizhout an dregantad-se adarre adalek-se.

Dilennadeg Mouezhioù Dregant
Dilennadeg Europa 1979 10,205 5.9
Dilennadeg lezennel 1983 1,151 1.2 2 zanvez-kannad
Dilennadeg Europa 1989 4,224 1.9
Dilennadeg Europa 1994 3,315 1.5
Dilennadeg lezennel 1997 1,906 0.8 4 danvez-kannad
Dilennadeg lezennel 2001 3,199 1.3 3 danvez-kannad
Dilennadeg lezennel 2005 3,552 1.7 4 danvez-kannad

Ar strollad eñ-deus 5 kuzuler-bann adalek 2004. Unan anezho, Loveday Jenkin, a zo aet d'un ezel eus gouarnamant ar bann e 2005.

Liammoù diavaez

kemmañ

Lec'hienn ofisiel