Ur santez vrezhon eus ar VIvet pe VIIvet kantved e oa Melangell ( anvet Monacella e latin).Ur buhezskrid latin zo diwar he fenn, Historia Divae Monacellae, met eus ar XVvet kantved eo hennezh.

Bez Melangell en iliz Pennant Melangell.

Brezhon marteze ne ne oa ket, rak hervez ar vojenn e oa merc'h d'ur roue iwerzhonat. Tec'hel a reas rak he zad a felle dezhañ he dimeziñ en desped dezhi, ha degouezhout a reas e menezioù Powys da vevañ e penn uhelañ saonenn ar stêr Tanad.

Un deiz e teuas Brochwel, Priñs Powys, (marteze Brochwel Ysgithrog) da chaseal d'ar saonenn. Mont a reas e chas war-lerc'h ur c'had ha honnezh ac'h eas da guzhat da-gichen Melangell ha da guzhat dindan he sae. Goude se e roas Brochwel ar saonenn d'ar santez ha Pennant Melangell eo anv al lec'h abaoe.

Melangell a deuas da vout abadez ul leandi bihan hag un iliz zo ma vez enoret. Enni e weler santual Melangell, a zo bet adsavet war-lerc'h ma voe distrujet da vare ar Brotestantelezh, ur skouer dibar e Breizh-Veur.

brudet e oa an iliz er Grennamzer, ha di e teue pirc'hirined. Se zo kaoz eo bet krouet nevez zo gwenodenn "Pererindod Melangell".

Santez diwallerez ar gedon eo Melangell.