Melati hag Isabel Wijsen
Melati Riyanto Wijsen (ganet d'an 19 a viz Kerzu 2000) hag Isabel Wijsen (ganet d'ar 6 a viz Du 2002) zo stourmerezed indonezian evit an ekologiezh.
Anavezet eo an div c’hoar-se evit o stourm evit lakaat ar bevezadur plastik da zigreskiñ e Bali.
Buhezskrid
kemmañGanet e oa ar c’hoarezed e Bali da dud eus Holland hag eus Indonezia. E 2013, tra ma oa Melati 12 vloaz hag Isabel 10 vloaz, stourmet o doa evit ma vefe difennet e Bali ar seier plastik unimplij. Savet o doa un ONG anvet Bye Bye Plastic Bags. Evit sachañ evezh an dud o doa aozet e 2016 un harz-debriñ un devezh da c'houlenn un emgav gant gouarnour Bali d'ar mare-se. A-drugarez d'ar berzh-se e voe difennet ar seier plastik unimplij e Bali.