Meleagros (henc'hresianeg Μελέαγρος Meléagros) a oa un haroz e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa d'ar roue Oineüs.

Kopienn roman eus un delwenn gresian eus Meleagros

Ar vojenn

kemmañ

Ul loen anvet hoc'h-gouez Kalydon a oa oc'h ober freuz ha reuz er vro. Hag ar roue da gas e vab Meleagros da duta a-benn ar chase. Dibab a reas Atalante, a oa deuet da vout ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Atalante a zegouezhas un deiz gant daou zen-marc'h, Hylaios ha Roikos. Hag int ha klask sailhat war ar werc'hez, met lazhet e voent ganti a-daolioù saezhoù. Hervez mojennoù all e voent lazhet gant he fried Meleagros.

Hag int da chaseal al loen. Atalante a roas an taol kentañ, met Meleagros a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour Eurypylos hag Ifikles e voent lazhet ivez gant danvez he fried. Ha peogwir e oa droug e Tokseüs ha Pleksippos, e eontred, o welout ar priz, a oa da vezañ roet d'ar gwellañ chaseour, o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.