Melezour

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur melezour (pe milouer) zo un draezenn plaen he gorre, e gwer alies, hag a ziskouez skeudenn ar pezh zo dirazañ. A-eilpenn eo ar skeudenn distaolet, met mirout a ra he ment orin peurliesañ. Gant ur melezour e c'hall unan bennak en em welout, pe gwelout an traoù a zo a-dreñv anezhañ pe anezhi pe a-dreñv un dra all, pe gwelout un dra diaes da welout dindan ur c'horn bennak.

Dindan ar melezour e vez ur gwiskad metal tanav peurvuiañ.
A-raok ar melezourAozañ
Ar melezour koshañ anavezet eo hini dour sioul ar feunteun. Er mojennoù e vez kaoz eus merc'hed o sellout ouzh o skeudenn e melezour doureier sioul ar feunteunioù ha poulloù: nimfezed int, peurvuiañ. E mojenn Narkis avat eo ur paotr.
LennegezhAozañ
- melezour hud ar gontadenn Gwennerc'h
- En tu all d'ar melezour, romant gant Lewis Carroll
Liammoù diavaezAozañ
Melezourioù el livadurioùAozañ
XVIvet kantvedAozañ
Dirck de Quade van Ravesteyn (war-dro 1600)
XVIIvet kantvedAozañ
Gwener ha Kupidon, gant Velasquez
XVIIIvet kantvedAozañ
Katelin II, gant Johann-Baptist Lampi (1793)
XIXvet kantvedAozañ
Maouez dirak he melezour, gant Christoffer Wilhelm Eckersberg (1837)
Joseph Selon (1852)
Al lennerez romantoù, gant Antoine Wiertz
Melezour an Diaoul, gant Antoine Wiertz
Vanitas, gant Léon Bazille Perrault (1832–1908)