Ar vell-dorn, pe mell-zorn[1], pe c'hoazh handball hervez ar gerioù alamanek Hand ha Ball (die Hand (an dorn) ha der Ball (ar vell)), eo an anvioù a vez graet eus ur sport a-stroll, c'hoariet etre daou skipailh, ha 7 c'hoarier e pep hini, en-dro d'ur vell.

mell-dorn
seurt sport, Olympic sport
Iskevrennad eussport a-stroll, c'hoari pellenn Kemmañ
AotrouniezhInternational Handball Federation Kemmañ
Lec'h diazezAlamagn Kemmañ
Regulated byInternational Handball Federation Kemmañ
Mare ma oa dizoloet pe ijinet1915 Kemmañ
Hashtaghandball Kemmañ
Pleustret ganthandball player, handball coach, handball referee Kemmañ
A implijhandball Kemmañ
Arouezenn Unicode🤾 Kemmañ


Hervez istorourien 'zo, e oa bet krouet an handball e 1898 e Danmark gant gwellidigezh an "håndbold", c'hoariet war un dachenn vihan, ar memes hini hag hini ar "sept" hiziv-an-deiz. E 1919, en doa kinniget an Aotroù Carl Schellenz ur reizhadenn eus an trodball ha krouet an handball gant 11 c'hoarier. E 1926 E Haye, en doa anavezet Kevredad etrevroadel an atletism amatour, ur c'homision evit sevel reolennoù etrevroadel evit ar "c'hoari gant an dorn" deuet da vezañ an handball. E 1928 e oa deuet an handball (c'hoariet er-maez gant skipailhoù 11 c'hoarier) da vezañ ur sport diskouezadek e C'hoarioù Olimpek Amsterdam. E-pad ar C'hoarioù Olimpek-se e voe krouet "Kevredad etrevroadel an handball amatour" (F.I.H.A) E 1932 e oa 23 bro e-barzh ar F.I.H.A. Digemeret e oa, an handball e c'hoarioù olimpek Berlin. 6 bro o doa kemeret perzh: Alamagn, Suis, Hungaria, Roumania ha SUA. Daou vloaz goude e voe aozet gant an Alamagn kentañ kampionad ar bed da unnek ha da seizh. Goude an Eil Brezel Bed e oa bet lamet eus ar program olimpek. E miz Gouhere 1946, e oa bet krouet gant eizh federation vroadel e Kopenhagen, Kevredad etrevroadel an handball a-vremañ (I.H.A)


AR REOLENNOU

Reolenn 1: An dachenn c'hoari

Ur skouergorneg a 40m a-hed war 20m ledander eo an dachenn c'hoari. E-barzh an hirgarrez-se ez eus ur c'horreenn c'hoari ha div c'horreenn pal.

Reolenn 2: Amzer c'hoari

Evit an holl skipailhoù ouzhpenn 16 vloaz, e vez c'hoariet 2 wezh 30 min, an troc'h a bad 10 min. Evit ar re etre 12 pe 16 bloaz, e vez c'hoariet, 2 wezh 25 min hag evit ar re vihan, a re eus 8 ha 12 vloaz, 2 wezh 20 min.

Reolenn 3: Ar skipailh, ar cheñchamantoù c'hoarier, an akiperezh

1.Ar skipailh Ur skipailh e vez graet gant 12 c'hoarier. War an dachenn avat, 7 outo hepken a c'hoari, hag ar re all a chom war ar c'hostez. E-penn-kentañ ar match, e rank pep skipailh diskouez 5 c'hoarier d'an neubeutañ. Pep skipailh zo aotreet da leuriañ 4 enor. An enorioù-se ne c'hellont ket bezañ erlec'hiet e-pad an emgav. Unan anezho a rank bezañ pennkaor ar skipailh.

2.Ar cheñchamantoù Un erlerc'hier a c'hell mont war an dachenn e forzh peseurt mare eus ar c'hoari gant un doare adlavaret hep en em ziskouez dirak ar paotr e gronometr ha dirak ar sekretour. Ur cheñchamant direizh a vez kastizet hag e vez skarzhet kuit ar c'hoarier kablus. Pa vez skarzhet kuit ur c'hoarier eus an dachenn ha ma teu en dro e barzh, eo adkastizet gant ur skarzhamant 2 vunutenn.

3. An akiperezh Holl c'hoarierien ur skipailh a rank kaout an hevelep dilhad. Dilhad eus ar skipailh a rank en em zikeñvelaat mat gant al livioù eus dilhad ar skipailh enep. Diwaller pal ur skipailh a rank kaout dilhad disheñvel eus dilhad e skipailh hag ar skipailh enep. Ar c'hoarier a rank kaout sifroù bras, 20 cm, war e gein ha 10 cm war e vruched. Ar sifroù a za eus 1 betek 20. Livioù ar sifr a rank lakaat kemm mat etre al livioù hag an abeg eus ar vailhur. Kabiten pep skipailh a rank kaout ur vrec'henn tost eus 4 cm. Ar c'hoarierien a rank kaout boutoù sport. Difennet eo d'ar c'hoarierien kaout traoù dañjerus, da skouer: diwalloù evit ar penn, maskloù evit an dremm, kelc'hioù brec'h, gwalennoù, tro c'houzoug, kleierigoù skouarn, lunedoù hep lastikenn. Ne vez asantet lakaat talgenoù nemet pa vezont graet gant un danvez gwevn ha lastik. Ma vez ur c'hoarier o wadañ pe m'en dez gwad warnañ eo ret dezhañ mont kuit eus an dachenn diouzhtu evit en em bareañ hag en em walc'hiñ. Ne c'hell ket ar c'hoarier, dont en-dro war an dachenn ma ne vez ket graet an dra-se. An holl c'hoarierien ne asantont ket ouzh ar reolenn-se a vez anavezet kablus d'un emzalc'h enep ar sport.

Reolenn 4: An diwaler pal

An diwaler pal a c'hell:

- Touchañ ouzh ar volotenn war ar c'horreenn pal gant e gorf a-bezh.

-En em ziplasañ gant ar volotenn war ar c'horreenn pal.

-Kuitaat ar c'horreenn pal hep ar volotenn ha kemer perzh war an dachenn neuze an diwaler pal a heul ar memes reolennoù hag ar c'hoarier all.

-Kuitaat ar c'horreenn pal pa na vez ket mestroniet ar volotenn ha kendalc'het da c'hoari ganti war an dachenn c'hoari.

-Lakaat ar c'hoarier enep en dañjer e-pad e obererezhioù.

-Kuitaat ar c'horreenn pal gant ar volotenn.

-Goude an adkas, adtouchañ ar volotenn er-maez e c'horreenn pal ma n'eo ket bet touchet ar volotenn gant ur c'hoarier all a-raok.

-Touchañ ouzh ar volotenn pa vez war al leur pe pa vez o ruilhañ er-maez eus ar c'horreenn pal.

-Adkas war ar c'horreenn pal ar volotenn a zo war al leur pe o ruilhañ er-maez eus ar c'horreenn pal.

-Dont en-dro gant ar volotenn eus an dachenn c'hoari betek ar c'horreenn pal.

-Touchañ ouzh ar volotenn gant an troad pe ar c'har pa vez war ar c'horreenn pal, war al leur pe pa'z a war-zu an dachenn c'hoari.

Reolenn 5: Ar c'hastizoù

1.Ar berzioù

Ar berzioù a c'hell bezañ roet evit:

-An direizhderioù hag obererezhioù graet a-enep ur c'hoarier all ha ne'z a ket e-barzh rummad ar "sanctions progressives".

Ar berzioù a rank bezañ roet evit:

-Direizhderioù kastizet tamm ha tamm.

-Direizhderioù e-pad un taolad deus ar skipailh enep.

-Emzalc'hioù enep sport eus ur c'hoarier pe eus un ofisiel deus ar skipailh.

Arabat da bep c'hoarier kaout muioc'h eget ur berz ha ur skipailh kaout muioc'h eget 3 berz. Ur c'hoarier a zo dija skarzhet kuit 2 vunutenn ne rank kaout berz ebet da c'houde.

2. Ar skarzhoù

Ur skarzh kuit rank bezañ roet digant:

-Cheñchamantoù direizh pe mont e-barzh an dachenn direizh.

-Emzalc'h enep ar sport adlavaret da veur a c'hoarier war an dachenn.

-Diberzhiañ eus ur c'hoarier pe un ofosiel e-pad an amzer c'hoari.

Pep skarzh kuit a zo atav evit 2 vunutenn war an amzer c'hoari. Pa vez skarzhet kuit teir gwezh, ar memes c'hoarier, diberzhiet eo.

3. An diberzhioù

Un dibersh a rank bezañ graet pa:

-Ur c'hoarier difennet dezhañ da c'hoari a za war an dachenn.

-Trede emzalc'h enep ar sport gant unan eus tud ofisiel ar skipailh.

-Un direizhder a ziskouez un dañjer evit ar c'hoarier.

Pennad savet gant 3deidi diwan plijidi

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Kemmadur en implij en anv ar skipailh Louannec Mell Zorn: [1].