Menez-Dregan zo ul lec'hienn ragistorel, e kumun Ploeneg.

Menez-Dregan

Diskoachet e voe al lec'hienn, ur vougev kouezhet en he foull anezhi, e 1985 ha kaset e vez furchadegoù enni abaoe 1991. Dibar eo abalamour d'ar frammoù kelc'hiek e mein ha d'ar roudoù devidigezh enne a ziskouez e veze savet oaledoù eno. Dre-se eo Menez-Dregan unan eus lec'hiennoù koshañ anavezet er bed hag a ziskouez roudoù tan dalc'het gant an den (Homo erectus sur a-walc'h). Unan a fedoù heverkañ ar sevenadur Acheulean eo.

Annezet e vefe bet ar vougev 465 000 vloaz kent JK evit ar wech kentañ. 350 000 vloaz 'zo vefe bet annezet adarre evel m'en diskouez un oaled modernoc'h, un tamm eus un dant olifant en he c'hreiz.