Mennad-lezenn evit diazezañ frankizoù nevez ha gwarezadurioù nevez evit an embregerezhioù hag an dud oberiant

Ar mennad-lezenn evit diazezañ frankizoù nevez ha gwarezadurioù nevez evit an embregerezhioù hag an dud oberiant (galleg: Projet de loi visant à instituer de nouvelles libertés et de nouvelles protections pour les entreprises et les actifs)lesanvet lezenn labour[1] pe lezenn El Khomri a zo ur mennad-lezenn kinniget er bloavezh 2016 gant ministr al labour ar gouarnamant gall Myriam El Khomri en anv Manuel Valls kentañ ministr[2].

Kinniget en e stumm kentañ d'ar 17 a viz C'hwevrer 2016, ar steuñv diazez a zo mennet gant ar c'hoant da zegas kemmoù er c'hod labour gall a-benn, hervez ar gouanrmant c'hall, da "zifenn an implijidi, aesaat ar goprañ, ha reiñ muioc'h a aezamant evit kaout eskemmoù etre izili an embregerezhioù.

Ar mennad-lezenn a zegas brud fall d'ar gouanrmant sokialour dre ma z'eo distaolet gant brasañ niver ar boblañs kement gant an aozadurioù sindikad hag aozadurioù studier. Ul lodenn eus an tu kleiz a sav ar soñj enni ez eo ur giladenn a-fed gwirioù al labourerien hag ar gwarezadurioù sokial.

Goude nebeut kemmoù, al lezenn a zo bet kadarnaet hep vot na lennadenn diazez gant ar vodad broadel dre implij al lezenn 49-3.

Aergelc'h kemmañ

 
Myriam El Khomri ministr al labour gall hag enaouerezh al lezenn war al labour

Aboaoe ma z'eo bet lakaet e plas lezenn ar 35 eurvezh gant gouanrmant tu kleiz Lionel Jospin etre 1998 ha 2000, ez eo savet uhel an tabutoù tro-dro da bed al labour. A-feur ma z'eo tremenet an amzer ez eus bet klasket gwevnaat framm lezennoù bed al labour ha dreist-holl re al leve ha re an torr-gopr.

An tu dehoù enebet d'an digreskiñ an eurvezhioù labouret, pa voe distro d'ar galloud e 2002 a laka da dalvezout ul lezenn evit souplaat ar 35 eurvezh d'ar 17 a viz Genver 2003, al lezenn-se a ro an tu da lakaat an eurvezhioù labouret da vezañ lakaet a-vloaz. E 2005 e vez embannet ul lezenn nevez a laka muioc'h-c'hoazh en arvar ar 35 eurvezh labouret dre sizhun.

 
Manifestadeg a-enep lezenn al labour, ar gouanrmant a zo gwelet evel treitour gant lod tud eus an tu kleiz er Frañs

Istor kemmañ

Skrid-danevell Jean-Denis Combrexelle kemmañ

D'an 9 a viz Gwengolo 2015 e oa bet renter ur skrid-danevell anvet "La négociation collective, le travail et l’emploi" gant Jean-Denis Combrexelle, un ezel d'ar C'huzul-Stad, war bed al labour da Manuel Valls ar C'hentañ-ministr[3].

Enebadurioù kemmañ

Enebadurioù dre internet kemmañ

Raktal ur wech lakaet war-raok kentañ testenn al lezenn gant Myriam El Khomri ez eus bet enebadurioù o sevel war ar rouedad internet lakaet war-wel evel unan dic'hortoz ha meur.

D'an 18 a viz Genver 2016 e voe roet lañs d'ur sinadeg enlinenn o c'houlenn ma vefe roet lam d'ar mennad-lezenn, Caroline De Haas he doa krouet ar sinadeg kement hag al lec'hienn internet loitravail.lol. Hervez Change.org, a vez e-karg gant reiñ bod d'ar sinadeg, ez eo ar sinadeg c'hall « lañset gant ar muiañ a sinadurioù en devezh lorc'hañ […] gant ar muiañ niver a sinadurioù pemdeziek, ar geidenn a oa a 73 000 sinadur bemdez. » An harp bras-se a zo ur sin hervez Caroline De Haas, « eus un anaes kreñv-tre hag eus ul lañs meur d'un enebadur hollek ». Ar sinadeg a zo tremenet dreist da 1 000 000 sinadur d'ar 4 a viz Meurzh 2016.

D'ar 24 a viz C'hwevrer 2016, ur strollad implijerien Youtube gant Usul, Dany Caligula pe le Stagirite e-penn, a ro lañs d'ur video enebiñ d'al lezenn hag a c'houlenn gant ar brasañ niver a dud da implij an hashtag « On vaut mieux que ça » (brezhoneg: "talvezout a reomp gwelloc'h evit se" a-benn diskrivañ o skiant-prenet eus bed al labour hiziv-an-deiz « diasuret ha gwevnaet a-grenn, pell eus ar skeudenn degaset gant ar MEDEF »

Berregezh an dour-tan kemmañ

Evit dont a-benn da vezañ klevet ar CGT a zo bet gant hent mougañ dezougen an dour-tan. Ar pal a zo da lakaat bec'h war an ekonomiezh evit ma vefe rediet ar gouarnamant da dennañ ar mennad-lezenn. Ar purerezhioù dour-tan a zo en em lakaet en harz-labour unan hag unan. D'ar 24 a viz Mae 2016 e oa 6 purerezh gall war 8 o vezañ harzet, hervez ar CGT e oa an 8 o vezañ ehanet.

Berregezh an dour-tan en deus degaset kudennoù d'an dud evit fiñval, dreist-holl evit an embregerezhioù dezougen. Ar prizioù a zo uhelaet dre kresk priz an dour-tan ha kudennoù a-sav evit dont a-benn da zezougen an dafarioù pe an dud dre ar Frañs. Drastus eo berregezh an dour-tan dre ma vez ar grizenn ekonomikel dija. Ar gouarnamant evit dont a-benn da lakaat an dezougen dour-tan da vont war-raok a gas muioc'h-mui an nerzhioù polis evit distankañ ar mirlec'hioù dour-tan hag eoul-maen.

Levrlennadur kemmañ

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ