Ar Menoued
An delioù
Ar bleunioù

Anv galleg kemmañ

Aspérule odorante, Gaillet odorant

Anv latin kemmañ

Galium odoratum

Bleunienn kemmañ

Gwenn adalek miz Ebrel betek miz Even

Uhelder kemmañ

0,10 - 0,30 m

Perzhioù kemmañ

Kavet e vez er c’hoadoù fresk. Delioù padus. C’hwezh vat o sec’hañ ; ur meskaj vanilhez, mel ha foenn nevez falc’het.

Ar frouezh a zo goloet gant blevennoù krogek a laka anezho da vezañ strewet gant loened evel al lern hag al lapined.

Implij kemmañ

Kalz a berzhioù mat a zo gant ar blantenn-mañ : enepkaouledus, distanus evit pareañ an nervusted pe an digousked...

Implijet e vez ivez evit diwall diouzh an tartouz pe evit digas c’hwezh vat d’ar gwestell pe da evajoù ’zo.

Ur blantenn-liorzhañ dedennus eo ivez evit goloiñ an douar dindan ar gwez.

Daveoù kemmañ

Ya ! Sizhuniek nn 528 - 24 a viz Gouere 2015 pennad gant Joseph Tanguy