Mercedes Sanz-Bachiller

Mercedes Sanz-Bachiller Izquierdo, ganet e Madrid d'ar 17 a viz Gouhere 1911 hag aet da Anaon e Madrid d'an 11 a viz Eost 2007, a voe ur bolitikerez spagnol. Brudet eo dreist-holl evit bezan krouet an aozadur Auxilio Social, un aozadur sikour a voe implijet kalz e-penn kentañ ar frankouriezh. Brudet e oa ivez dre ma oa gwreg Onésimo Redondo, krouer ar JONS. E-pad ren Franco war Bro-Spagn e oa e penn an aozadur sindikalour "Previsión Social", etre 1943 ha 1967. Roet e oa bet dezhi an titl a gontez de Labajos.

Mercedes Sanz-Bachiller e-pad ar Brezel diabarzh spagnol.