Ger ijinet evit un oppidom az afe d'ober anezhañ meur a gêr pe meur a gêriadenn, pep hini anezho ur garg (kenwerzh, relijion, brezel...). Oppidom Corent, da skouer, a c'hallfe bezañ ul lodenn eus meta-oppidom an Arverned. Tost a-walc'h eo ar ster da hini ar ger "keoded" a-benn ar fin, un dra bennak etre "kêr", "broad" ha "stad".

Ne vez ket implijet alies ar ger-mañ, ha pa vefe e-touez an henoniourien zoken. Ne vez kavet nemet en un nebeud pennadoù henoniezh. N'eo ket anavezet a-walc'h kevredigezh ar c'halianed evit gouzout hag-eñ e oa eus "meta-oppidomoù" e gwirionez: un doare da gompren ha da zisplegañ aspadennoù o c'hêrioù eo, ha netra ken.