Meurzh e oa doue ar brezel e relijion ar Romaned. Dont a rae eus Quirinus (pe Kirinus) doue ar brezel gant ar Sabined hag an Osked.

Tostaet e vez ouzh Ares, doue Hellaz kozh, met disheñvel eo o orin hag o doare.

Savet e voe un templ dezhañ gant Eost (Oktavius) ha lesanvet e voe gantaén Ultor (an Dialer).

Arouez

kemmañ

Da gentañ ne oa ket doue an Distruj, met diwall a rae ar Struj. Ur gouel a oa dezhañ er miz a zoug e anv, pa darzh ar broñsoù ha pa zispake ar bleunioù kentañ. En hon amzer ez eus bet tud o klask bodañ ar perzhioù-se en ur meizad komprenus, ar brezelekaat hag ar strujusaat. Kavet o deus e tegouezhe ar gouel pa baoueze an Natur hag an Armeoù da c'hoañviñ, ha pa adkroge an emgannoù.

Da neuze e vije arouez an nerzh o sevel en douar, er gwez, er parkeier hag er c'halonoù.

Beleien

kemmañ