Mezh
Mezh a vez en unan bennak e daou zegouezh peurvuiañ:
- pa vez graet goap outañ, met dreist-holl dirak tud all,
- pa gred en deus graet un dra fall e-keñver e vetoù, e gredennoù, a-enep e dalvoudoù (politikel, relijiel) pe re ar gevredigezh.
En em gavout a ra diaes an den dirak ar re all, pe dirak e goustiañs. Rak n'eo ked ret bout mezhekaet dirak an holl evit kaout mezh ; gallout a ra un den kaout mezh abalamour d'un dra anavezet gantañ e-unan hepken ivez.
Koulskoude, hervez bredoniourion zo, n'eo ket heñvel ar vezh a deu abalamour d'ar re all, hag ar spered kablus, a zo un dra a denn da goustiañs an den hepken.
Mezhekadenn
kemmañPa c'hoarvez ur vezhekadenn dirak ar re all e teu ruz an den mezhekaet.
Pa vez re ziaes an den, pa vez re a vec'h warnañ, e c'hall koll e skiant, betek mont d' en em lazhañ. Kemer a c'haller div skouer:
- mezh an dud faezhet, evel ar re a ra harakiri (pe sepuku), a soñj dezho eo evel-se e viront o enor;
- mezh ar re o deus pec'het en un doare bennak, evel Judaz (pec'hed a dreitouriezh), Pierre Bérégovoy (onestiz), a soñj eo evel-se e paeont o fec'hed.
Stag eo ar vezh ouzh ar reizh ivez. E sevenadurioù zo eo arabat diskouez an organoù reizhel, pe komz eus oberoù reizhel, abalamour d'ar relijion, da gredennoù zo pe d'ar gizioù kozh hepken. Kuzhat e organoù reizhel, en em wiskañ eta a ranker, abalamour d'ar vezh-natur ( a dlefe bout naturel d'an holl), pe d'ar vezh-fur, pe d'ar vezh-dleet, pe d'an elevez.
Un dizenor spontus eo, e meur a sevenadur, bezañ gwallet, ha mezh an dud gwallet a c'hall ober dezho en em lazhañ, gwelout mojenn C'hrisippos .
Divezh
kemmañDivezh eo an dud
- a ra goap ouzh ar re all, hag a glask ober mezh dezho
- a ra fae war an talvoudoù a zo re ar gevredigezh emañ enni.
Liv
kemmañRuz e vez liv ar vezh a-wechoù, pa vez re anezhi: Ur vezh ruz eo gwelout ar vamm-gozh-se o paotreta evel ar c'hrennardezed.
Gerioù kar dre o ster
kemmañ
Levrioù
kemmañ-E saozneg:
- Bradshaw, J (1988). Healing the Shame That Binds You, HCI, . ISBN 0-932194-86-9
- Broucek, Francis.(1991)Shame and the Self, NY: The Guilford Press, ISBN 0-89862-444-4
- Fossum, M, and Mason, M, (1986). Facing Shame: Families in Recovery, W.W. Norton, ISBN 0-393-30581-3
- Gilbert, P (2002}Body Shame: Conceptualisation, Research and Treatment. Brunner-Routledge. ISBN 1-58391-166-9
- Gilbert, P (1998} Shame: Interpersonal Behavior, Psychopathology and Culture. ISBN 0-19-511480-9
- Goldberg, Carl. (1991) Understanding Shame, Jason Aaronson, Inc., Northvale, NJ. ISBN 0-87668-541-6
- Lewis, H. B. (1971). Shame and guilt in neurosis. International University Press. New York.ISBN 0-8236-8307-9
- Lewis, Michael. (1992) Shame: The Exposed Self. NY: The Free Press. ISBN 0-02-918881-4
- Kaufman, Gershen,(1992). Shame: The Power of Caring, 3rd edition, Schenkman Books, Rochester, VT, ISBN 0-87047-052-3
- Middelton-Moz, J, (1990). Shame and Guilt: Masters of Disguise, HCI, ISBN 1-55874-072-4
- Morrison, A (1996) The Culture of Shame. Ballantine Books. ISBN 0-345-37484-3
- Morrison, A (1989) Shame: The Underside of Narcissism. The Analytic Press. ISBN 0-88163-082-9
- Nathanson, D., ed. (1987) The Many Faces of Shame. NY: The Guilford Press. ISBN 0-89862-705-2
- Nathanson, Donald. (1992) Shame and Pride: Affect, Sex, and the Birth of the Self. NY: W.W. Norton, ISBN 0-393-03097-0
- Schneider, Carl D. (1977) Shame, Exposure, and Privacy. Boston: Beacon Press, ISBN 0-8070-1121-5
-E poloneg:
- (pl) Dodziuk A. (1999): Wstyd. Jak lepiej go rozumieć i nie pozwolić, żeby zatruwał nam życie. Warszawa, Instytut Psychologii, Zdrowia Polskie Towarzystwo Psychologiczne.
Liammoù diavaez
kemmañ- (fr) CET OBSCUR SENTIMENT QU'EST LA HONTE, André Polard: [1]