Mic'hail Yefimovitch Fradkov (ruseg: Михаил Ефимович Фрадков), ganet e d'ar 1añ a viz Gwnegolo 1950 e-kichen Samara, zo ur politikour rusian.

E 2016

E 1974 e oa o labourat e kannati URSS en India.

Aet eo ar Priz Andropov gantañ e 1994.

E 1997 e voe anvet e penn Ministrerezh ar c'henwerzh diavaez.

Etre 2001 ha 2003 e voe e penn polis an tailhoù ha dre-se e savas an teuliad a-enep Ioukos.

Kentañ Ministr Rusia e oa etre miz Meurzh 2004 ha miz Gwengolo 2007. Neuze e voe lakaet e penn ar Servijoù Ditouriñ Diavaez etre 2007 ha 2016, ar pezh a ra anezhañ an den zo chomet ar pellañ er post-se. Abaoe ar 4 a viz Genver 2017, Fradkov zo bet rener Skol-Uhel Rusia evit ar studioù strategek.

E miz Ebrel 2018 o devoa kastizet Stadoù-Unanet Amerika 24 rusian, anezho oligarked ha tud e karg er C'hremlin, hag eñ en o zouez. Pavel Fradkov, mab Mic'hail Fradkov, a zo unan eus ar seizh kannad er Rosimushchestvo, an ajañs kevreadel evit mererezh perc'hentiezhioù ar Stad.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.