Michelle Nic Pháidín

Michelle Nic Pháidín a zo ur gelaouennerez hag ur skrivagnerez iwerzhonat[1]. Skrivañ a ra e saozneg hag e gouezeleg Iwerzhon. Ganet eo e Glasgow met desavet eo bet e Gaoth Dobhair[2]. Bet eo war ar studi kazetennerezh en Institiúid Teicneolaíochta Dulenn. Labouret he deus evel kelaouennerez e Dulenn, Belfast hag e Dún na nGall[3]. Emañ o chom e kontelezh Dún na nGall, e Leitir Ceanainn.

Pa oa kroget war ar vicher kazetennerez e labouras evit ar c'helaouennoù iwerzhonek Foinse ha [4]. Labouret he deus ur pennad evit an Irish Daily Mirror hag ar Star on Sunday hag evel kazetennerez dieub evit The Irish Times, an Irish Independent hag an Irish Examiner. Labouret he deus kalz ivez evit radioioù pe chadennoù skinwel. Kas a rae en-dro an abadenn skinwel Éagóir war TG4 etre 2011 ha 2014. Edo o labourat evel penngazetennerez en Donegal Democrat e 2017.

Dedennet-kenañ eo Michelle gant ar pezh a denn d'an iwerzhoneg ha prezidantez bodad "Comhairleach na nÓg" eo hag ezel eus Coimisiún na Gaeltachta.

Gounezet he deus an eil priz e kenstrivadeg lennegezh Oireachtas na Gaeilge e 2004 gant an danevell verr "Baile na mBlaincéad"[5]. Gounezet he deus ar "c'hCorn Mháire Nic Dhonnachadha" gant ur ganaouenn sean-nós ar memes bloavezh. He romant kentañ, An tIriseoir a oa bet embannet e 2016 en iwerzhoneg gant Cois Life. Enrollet he deus he skrid evit al lennerien[6].

E ti An Alarc’h e 2020 eo bet embannet an droidigezh e brezhoneg graet gant Rhisiart Hincks. Ar Gelaouennerez a zo awenet gant he skiant-prenet micherel, gwirion eo he deskrivadur eus ar c'helaouennerezh. Temoù all al levr eo ar venelouriezh, ar feulster a-enep ar maouezed, an adiktadurioù ha braventez bro Dún na nGall.

Un eil romant gant ar memes tudenn bennañ, ur gelaouennerez, a zo bet embannet ganti, Fuascailt an iriseora[7] e 2018.

Notennoù kemmañ

  1. Donegal journalist launches her first novel this week-end, Donegal Daily, 16 a viz Even 2016
  2. "michelle-nic-phaidin", Cló Iar-Chonnacht.
  3. Michelle Nic Pháidín – a céad úrscéal, Meon Eile, meoneile.ie, 17 a viz Even 2016
  4. "michelle-nic-phaidin", Cló Iar-Chonnacht.
  5. "michelle-nic-phaidin", Cló Iar-Chonnacht.
  6. An Tlriseoir war Soundcloud
  7. Fuascailt an Iriseora