Michiel de Swaen

barzh ha skrivagner flandrezek

Michiel de Swaen (ganet e Dukark d'an 20 a viz Genver 1654 – marv e Dukark d'an 3 a viz Mae 1707) a oa ur surjian hag ur barzh eus Flandrez Frañs.

Michiel de Swaen

Unan eus barzhed brudetañ Flandrez e oa er XVIIvet kantved, ha bevañ a rae d'ur mare ma voe staget ar c'horn-bro-se ouzh Bro-C'hall. Pell a-raok na vefe bet unvanet an nederlandeg skrivet, e klaske skrivañ en ur yezh unvan a vije komprenus d'an holl dre an Izelvroioù. Merket eo e varzhonegoù gant ar relijion ha diskouez a reont splann levezon skrivagnerien all evel Jacob Cats ha Joost van den Vondel. A-gevret gant Edmond de Coussemaker ez eo unan eus an dud o deus lezet ur roud don war ar sevenadur nederlandek e Flandrez Frañs.

Anvet ez eus ur gevredigezh sevenadurel diwar e anv hiziv an deiz e Flandrez Frañs : ar C'helc'h Michiel de Swaen[1].

Oberennoù

kemmañ

E-touez e skridoù niverus e c'haller menegiñ un droidigezh eus Le Cid gant Pierre Corneille, moulet e Dukark e 1694.

An darn vrasañ eus e oberennoù a voe moulet e Gent pe Brugge; kalz anezho a voe miret en abati Sant Winoc e Bergen, a voe devet da vare an Dispac'h, ha ne chom nemet nebeudig anezho.

Notennoù

kemmañ