Microsoft

(Adkaset eus Microsoft Corporation)
Microsoft Corporation
Skoed-ardamez Windows darkblue 2012.svg
Microsoft Corporation
Krouidigezh 4 a viz Ebrel 1975 e Albuquerque, Stadoù-Unanet Amerika
Padelezh 1975 - Bremañ
Doare Studio

Embanner

Lec'h pennañ Redmond, Washington, Stadoù-Unanet Amerika
Bro Flag of the United States.svg Stadoù-Unanet Amerika
Pennoù Bill Gates

Paul Allen

Izili 117 354 (21 a viz Gouhere 2015)
Microsoft Studios (Studio c'hoari video)
Oberennoù niverennel pennañ Windows (Savenn niverennel)

MSN
Skype
Bing

Lec'hienn internet Http://www.microsoft.com


Microsoft Corporation berraet alies gant ar stumm Microsoft a zo un embregrezh liesvroad stlenneg amerikan, savet gant Bill Gates ha Paul Allen d'ar 4 a viz Ebrel 1975 e Albuquerque. Savet e oa bet da gentañ evit dioroiñ ha gwerzhañ programmoù evit an Altair 8800. Goustadik e oa deuet da vezañ mestr war an urzhiataerezhioù personel dre sevel savennoù oc'h implij an MS-DOS e-kreiz ar bloavezhioù 1980. Goude-se e vezo kresket galloud Microsoft dre ar savenn Microsoft Windows, an hini implijetañ kement e bed an urzhiataerezhioù personel evit hini ar stlenneg labour.

Adalek ar bloavezhioù 1990 e voe dioroet hentoù all gant Microsoft a-benn brasaat, prenadennoù e-leiz a voe eus embregerezhioù ar stlenneg betek lakaat un arvar a monopol war bed ar stlenneg. E Mae 2011, Microsoft a bren an teknologiezh Skype evit $8.5 billion, ar postañ arc'hant uhelañ gant Microsoft e chom betek an deiz-a-hiziv.