Micurà de Rü, pe Nikolaus Bacher (Badia, 4 Kerzu 1789 – Wilten, Innsbruck, 29 Meurzh 1847), a oa ur beleg ha yezhour ladinek eus Aostria-Hungaria, brudet evit e skridoù diwar-benn al ladineg.

Ganet e voe Nikolaus Bacher e kêrig Rü e San Ćiascian, pe San Cassiano, a zo bremañ e Badia, e Sutirol, hag a oa neuze en Aostria.

Studiañ a reas doueoniezh ha beleget e voe e Salzburg e miz Eost 1814. Goude se e voe aluzener ha kelenner en ur skol evit ar soudarded e Milano. Kelenn a reas ivez italianeg e skol-veur Innsbruck.

E 1833 e skrivas al levr yezhadur kentañ eus al ladineg, e yezh kentañ, anvet Versuch einer deütsch-ladinischen Sprachlehre. Savet e oa bet gantañ, en alamaneg, evit reiñ ur stumm skrivet unvan d'al ladineg. Sinañ a reas al levr-se gant e anv-pluenn "Micurà de Rü", "Micurà" o vezañ ar stumm ladinek eus e anv-bihan, Nikolaus en alamaneg pe Nicolò en italianeg, ha "Rü" o vezañ al lec'h ma oa bet ganet.

Levrlennadur

kemmañ