Mikiel Anton Vassalli

Mikiel Anton Vassalli (Żebbuġ, 5 Meurzh 1764 – Pietà, 12 Genver 1829) a oa ur skrivagner ha yezhour eus Malta, hag a embannas un toullad levrioù maltek, en o zouez ur geriadur malteg-italianeg, ur yezhadur pe c'hoazh an Aviel e malteg.

Delwenn Vassalli e Żebbuġ

Ganet e voe Mikiel Anton Vassalli e Żebbuġ en ur familh peizanted ha koll a reas e dad pa ne oa nemet daou vloaz. E 1785 ez eas da Roma, da studiañ yezhoù ar reter e skol-veur Sapienza.

Er bloavezhioù 1790 e embannas levrioù hag a roas lañs da vat da studi skiantel ar malteg :

  • L-Alfabett Malti (1790), Lill-Malti li qiegħed jaqra (al lizherenneg valtek)
  • Ktieb il-Kliem Malti (1796) (ur geriadur malteg-latin-italianeg)
  • il-Mylsen (1791) (ur yezhadur maltek e latin)

En e zigoradur d'ar geriadur e embanne splann e felle dezhañ ober eus ar malteg yezh an deskadurezh hag ar vuhez e Malta.

Tapout a reas ur post e skol-veur Malta da gelenn malteg, hag embann a reas levrioù all :

  • ur yezhadur nevez eus ar malteg, en italianeg (1827)
  • un torkad krennlavarioù maltek (1828)
  • ar pevar Aviel, troet e malteg (1829)

Harluet e voe eus Malta meur a wech e-pad e vuhez, abalamour d'e gredennoù politikel. Levezonet e oa bet gant soñjoù Kantved ar Sklêrijenn e-pad e studioù e Roma, ha gant an Dispac'h gall.

Ur studi skiantel a reas eus ar malteg, e darempred gant ar yezhoù semitek all. Kinnig a rae ober eus ar malteg ur benveg evit deskadurezh ar bobl, e-lec'h an italianeg pe ar yezhoù estren all implijet e Malta betek neuze. Abalamour d'an dra-se e voe lesanvet Missier il-Lingwa Maltija (tad ar malteg).