Miltamm
Ar c'hoari miltamm zo ur c'hoari ma klasker renkañ pezhioù a-strew d'ober ur skeudenn. Liesseurt eo ar skeudennoù da adsevel (eiladurioù taolennoù, fotoioù, tresadennoù...), lod bras-divent betek 48 000 tamm. Miltammoù teirment ("3D") zo ivez, evel monumantoù brudet er bed. E koad pe e kartoñs e vezont peurliesañ, ha war ur skramm e c'hallont bezañ hiziv hon deiz.
Ijinet e voe ar miltamm kentañ war-dro 1760 gant John Spilsbury, kartennour hag engraver londonat. Diwanet e voe en e benn didroc'hañ kartennoù broioù ar bed ha gwerzhañ anezho evel ur c'hoari da zeskiñ an douaroniezh. Adalek ar bloavezhioù 1930 e voe krog ar produiñ a-yoc'h.
Ar miltammoù boutin a grog gant 300 pezh, ha goude 500, 750 ha lieskementoù 1000 betek 1 0000 pezh. Merket e vez an oad ivez evit ma ne vefe ket re ziaes (pe re aes). Kavout a reer alies arvestoù an natur evel loened pe menezioù, pe savadurioù evel kastilli pe monumentoù. MartinPuzzle ha Ravensburger emañ e-touez ar merkoù brudetañ. E 2017 e voe lakaet er c'henwerzh gant Grafika ur miltamm 48 000 pezh anvet Travel around the World 7,68 metrad e hirder ha 2,04 metrad e uhelder.
Kampionat Bedel ar Miltamm (World Puzzle Championship) a vez aozet bep bloaz. Skipailh Stadoù-Unanet Amerika eo an hini a zo bet trec'h an aliesañ evit poent.
Implij ar miltamm evel arouez
kemmañLogo Wikipedia a zo ur voul graet gant pezhioù miltamm. Tammoù a vank evit diskouezh ez eus plas evit gouiziegezhoù nevez.
Graet e vez ivez gant ar miltamm gant aozadurioù zo da aroueziañ an aotegezh.