Pistolenn-vindrailher

arm-tan a denn boledoù en ur mod aotomatek
(Adkaset eus Mindrailherezig)

Ur bistolenn-vindrailher pe pistoled-mindrailher, anvet a-wechoù mitrailhetenn pe mindrailherezig, zo un arm-tan savet evit tennañ kartouchennoù pistolennoù en ur mod aotomatek. Stank e voe o implij etre dibenn ar Brezel-bed Kentañ ha fin an Eil Brezel-bed dreist-holl.

mitrailhetenn
firearm family
Iskevrennad eusKarabinenn, Pistolenn Kemmañ
A implijpistol cartridge Kemmañ

Istor kemmañ

Brezel-bed Kentañ kemmañ

Adalek 1915 ha deroù ar Brezel Bed-kentañ difiñv e kornôg Europa e savas ur gudenn : da vare un argadenn, ur wech echu gant ar barrad kanolierezh a oa sañset pilat an takadoù dalc'het gant an enebourien, e oa ret d'an argadourien redek betek fozioù-brezel an enebourien na «naetaat» anezhe ar buanañ ar gwellañ. Dougen buan ar mindrailherezioù a drañcheenn da drañcheenn a oa dibosupl, ha ne oa ket azasaet tamm ebet an armoù-skoaz tennata dre zorn (fuzuilhoù alaman Mauser pe Lebel gall) d'al labour-se. Ret e oa pourvezañ ar soudarded gant armoù aotomatek, enni kartouchennoù pistolennoù a oa efedus evit emgannoù tost (betek 50 metr) ha skañvoc'h da zougen evit ar c'hartouchennoù uhel o c'halibr a veze lakaet er fuzuilhoù.

 
Maschinenpistole 18 e Mirdi an armoù e Suhl (Alamagn).

Diwar-se e voe ganet meizad ar bistolenn-vindrailher. An hini gentañ anezhe a voe ar Maschinenpistole 18 alaman savet gant Theodor Bergmann, dezhi un hed-tennañ pleustrek 100 metr, ha war he lerc'h ar Beretta M1918 italian. An daou anezhe a oa kambret e 9 mm Parabellum. An niver izel anezhe produet (nebeutoc'h evit 5.000 MP 18 e servij en arme alaman e fin 1918)[1], o implij diwezhat e bloavezh diwezhañ ar brezel pe ar fed e vezent roet da unvezioù ispisial nemetken (ar Reparti d'Assalto anvet dindan an anv Arditi en Italia evit ar Beretta M1918) ne lakaas ket ar pistolennoù-mindrailher da cheñch red ar brezel.

Gant fin an emgannoù e 1918 e kouezhas ar goulenn war ar pistolennoù-mindrailher. Lod a reas berzh etre daouarn an dorfedourien koulz hag ar polis e Stadoù-Unanet Amerika da vare ar berz war ar gwerzhañ alkool etre 1920 ha 1933, evel an Thompson M1919 Annihilator milvrudet, dezhi ur c'harger ront, ha hi savet da gentañ evit ezhommoù an US Army.

Eil Brezel-bed kemmañ

A-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed e savas an holl vroioù nesañ a gemere perzh en emgannoù patromoù pistolennoù-mindrailher. E-touez ar re vrudetañ e c'haller menegiñ ar PPSh 41 en URSS, an Thompson M1 amerikan kambret e .45 ACP, ar Sten saoz priziet gant rezistanted kornôg Europa, an MP40 alaman, ar Beretta 1938A italian, ar MAS 38 gall pe an Type 100 japanat.

Diorren ar fuzuilhoù-arsailh kentañ e fin ar brezel a lakaas tamm-ha-tamm ar pistolennoù-mindrailher da vezañ diamzeriet.

Pistolennoù-mindrailher nesañ an Eil Brezel-bed
 
STEN Mark II hag he baionetez.
 
PPsH-41 soviedel.
 
Thompson M1A1 amerikan.
 
Maschinenpistole 40 (MP 40) alaman.

Abaoe 1945 kemmañ

 
Pistolenn-vindrailher israelat Uzi.

E 1948 e savas Israel an Uzi, kambret e 9 mm Parabellum, a voe roet da gentañ d'an harzlammerien, d'an nerzhioù ispisial ha da ekipajoù kirri-houarnet Tsahal. Berzh a reas ar bistolenn-vindrailher-mañ e Nerzhioù ispisial meur a vro goude, ha 10 milion a skouerennoù anezhi a zo bet produet abaoe ar bloavezhioù 1950[2].

An HK MP5 alaman (1964) a voe implijet gant Nerzhioù Ispisial meur a vro. Ar MAT-49 a servijas evel pistolenn-vindrailher standard an arme c'hall e brezelioù Indez-Sina hag Aljeria.

Pistolennoù aotomatek kemmañ

Armoù-dorn aotomatek a zo anezhe, met rouez int. Par int ouzh ar pistolennoù-mindrailher met ment pistolennoù boutin zo dezhe. Abalamour d'o mod aotomatek int diaes da vestroniañ pa dennont a-dennadegoù. E-touez ar re nevesañ e c'haller menegiñ ar Glock 18[3], ar CZ 75 Automatic pe ar Beretta 93R.

Gwelet ivez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. E-touez an holl skouerennoù MP18 kaset d'ar gêr evel trofeoù gant ar soudarded kanadian goude ar brezel ha diskouezet bremañ e mirdioù, n'eus hini ebet a zo uheloc'h he niver-serienn evit 3.500. (Hervez Freddy CLIFFORD, Bergmann MP 18,I - the "first" submachine gun, lennet d'an 30/01/2024) (saozneg)
  2. MCMANNERS Hugh, Ultimates Special Forces, DK Publishing, 2003
  3. Pajenn ar Glock 18 war lec'hienn ar produer (lennet d'an 31/01/2024) (saozneg)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan