Miquel Obiols Prat zo ur skrivagner katalanek evit ar yaouankiz, ganet e Roda de Ter e proviñs Barcelona en 1945.

Nebeud a levrioù en deus skrivet, e-skoaz skrivagnerien all, abalamour ma'z eo un oberour arnodel e pep hini eus e skridoù.

Labourat a ra a-wechoù evit ar skinwel, ha kenlabouret en deus bet gant TVE ha Canal + Spagn.

Arnodoù

kemmañ
  • E-barzh El misterio de Buster Keaton e c'hoari gant ar frammoù-danevelliñ, o krouiñ testennoù diechu ha kaligramoù.
  • E Datrebil. Siete cuentos y un espejo, kontet da vezañ unan eus kant gwellañ oberenn an XXvet kantved e Spagn, hervez ar Fundación Germán Sánchez Ruipérez, e kaver ur pennad-skrid moulet war an tu gin ha n'haller lenn nemet dirak ur melezour, ha testennoù en dizurzh a rank al lenner adsevel;
  • El libro de las M'Alicias, skeudennaouet gant Miguel Calatayud, zo un arnod iskis ha fentus da adskrivañ istor Alis e Bro ar Marzhoù.

Darn eus e oberennoù zo bet leurennet evit ar c'hoariva, evel A l'inrevés, leurennet gant Dagoll Dagom ha deuet da vout Nit de Sant Joan.


Oberennoù

kemmañ
  • Ai, Filomena, Filomena! i altres contes, 1977.
  • El misteri de Buster Keaton, 1980.
  • Tatrebill en contes uns, 1980.
  • Habitants de Bubo-Bubo, 1982.
  • King-què. Lectures 5è, 1984.
  • El tigre de Mary Plexiglàs, 1987.
  • Quin dia més gggrrr...!, 1988.
  • Minimals, 1988.
  • Libro de las M'Alicias, 1990
  • 77 Histèries, 1990.
  • Iris (7 volúmenes), 1991.
  • El quadre més bonic del món, 2001.
  • A auga está enferma, 2002.
  • 55 taques & gargots, 2002.
  • La revolta de l'abecedari (inédito).
  • UF (inédito).

Prizioù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ