Mirza Ghalib
Mirza Ghalib, pe Mirza Asadullah Baig Khan (1797-1869), a oa ur barzh a skrive en ourdoueg hag e perseg. Eus un tiegezh nobl e oa hag en em lakaat a reas da sevel barzhonegoù d'an oad a 10 vloaz.
Bevañ ha skrivañ a reas da vare dibenn an Impalaeriezh Voghol. Barzh e voe e lez Bahadur Shah Zafar (1775-1862), betek 1857, pa voe diskaret an impalaer gant ar Saozon a lakaas o c'hrabanoù war Indez.
Ghalib a seller outañ evel unan eus ar skrivagnerien ourdouek pouezusañ hag unan eus diazezerien al lennegezh vodern er yezh-se. Hiziv eo brudet c'hoazh, koulz e Pakistan, en India hag e-touez an dud divroet eus ar broioù-se er bed a-bezh.