Mo Hayder

Mo Hayder
Anv ofisiel Clare Damaris Bastin
Anv pluenn Candy Davis (aktourez)
Mo Hayder
Theo Clare
Obererezh romantourez
Ganedigezh 2 a viz Genver 1962
Epping, Essex, Bro-Saoz
Marv 27 a viz Gouere 2021 (oadet a 59 bloaz)
Yezh skrivañ saozneg
Rumm lennegel romantoù-polis du ha thriller
Enorioù Edgard Award (2012)
Oberennoù pennañ
Birdman
The Treatment
Pig island

Beatrice Clare Dunkel (2 a viz Genver 1962, Epping, Essex, Bro-Saoz - 27 a viz Gouere 2021), bet ganet Clare Damaris Bastin, a oa ur skrivagnerez saoz, Mo Hayder he anv-pluenn.

Goude ur yaouankiz dirollet lec'h ma oa ur model noazh evit ar wask saoz hag un aktourez dindan an anv Candy Davis, ez eas da Japan da labourat da 25 bloaz.
E 1998 e krogas da zedennañ an embannerien dre he romantoù polis du ha feuls o aergelc'h. He levr kentañ ha brudetañ, Birdman, gant an enseller Jack Caffery da benndudenn, a voe embannet e miz Kerzu 1999 ha berzh bras a reas diouzhtu. E 2000 e voe heuliet gant The Treatment. E 2012 e voe roet dezhi un Edgard award, ur priz lennegel stadunanat.

OberennoùAozañ

  • Tokyo, 2004 (embannet gant an titl The Devil of Nankin er Stadoù-Unanet)
  • Pig Island, 2006
  • Hanging Hill, 2011
Enselladennoù Jack Caffery
  • Birdman, 2000
  • The Treatment, 2002
  • Ritual, 2008
  • Skin, 2009
  • Gone, 2010

Liammoù diavaezAozañ