Ibn Abd al-Wahab
(Adkaset eus Mohammed ben Abdelwahhab)
Ibn Abd al-Wahab, pe Mohammed ben Abdelwahhab (1703 - 1792, en arabeg : محمد بن عبد الوهاب), a oa ur prezeger arab muzulman, eus ar meuriad Banu Tamim, en XVIIIvet kantved en Arabia. Mennout a rae distreiñ d'ar gwir islam orin. War e skridoù eo diazezet ar wahabbouriezh (en arabeg : wahhabiyya).
Stourm a reas ouzh azeulerezh ar bezioù, ha goulenn ar marv evit ar grouerien skeudennoù. Al levr Kitâb ut-Tawhîd pe "Levr an unelezh" eo e oberenn brudetañ.