Mojenn an Ankou
Mojenn an Ankou zo un dastumad a bemzek danevell – kant pajenn ennañ – gant ar skrivagner tregeriat Anatol ar Braz, bet embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1986.
Gant Pêr Denez e oa bet savet ar rakskrid anezhañ, ma kemenn d'al lennerien n'eus nemet an danevell gentañ – Tro Mari-Job ar Gergeno– a oa bet skrivet e brezhoneg gant ar Braz; gant Erwan ar Moal e oa bet troet ar pevarzek all.
An danevelloù
kemmañ- Tro-Mari-Job ar Gergeno, embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Annales de Bretagne e 1902.
- An hini marv he danvez pried, embannet evit ar wech kentañ er gelaouenn Kroaz ar Vretoned, Here-Kerzu 1911.
- Bizoù ar c'habiten
- Kornedad butun Jozon Briant – Kroaz ar Vretoned, Ebrel 1911
- Seblant ar walenn eured – KaV, Ebrel 1911
- Seblant an oc'hen – KaV, Mae 1911
- Seblant ar roeñvoù – KaV, Mae-Mezheven 1911
- Ar vamm a ouele re d'he mab – KaV, Gwengolo-Here 1911
- Tro Gab Lukaz – KaV, Mezheven 1911
- An Ankou pedet d'ar friko – KaV, Mezheven 1911
- An hini a dremenas un nozvezh e-barzh ar garnel – KaV, Gouere 1911
- Plac'h al liñsel – KaV, Eost 1911
- Liñsel Mari-Jan – KaV, Gwengolo 1911
- Nedeleg ar Chouanted – KaV, Kerzu 1912-C'hwevrer 1913
- Istor Pask – KaV, C'hwevrer-Meurzh 1913
Levrlennadur
kemmañ- Ar Braz, Anatol. Mojenn an Ankoù. Lesneven : Mouladurioù Hor Yezh, 1986 (ISBN 978-2-86863-022-3)