Mona Bouzec-Cassagnou

kelennerez ha skrivagnerez

Mona Bouzec-Cassagnou, ganet e 1927 e Rieg ha marvet d'an 19 Ebrel 2022[1], oa ur gelennerez hag ur skrivagnerez.

Mona Bouzec-Cassagnou
Ganedigezh 1927
Micher Kelennerez, skrivagnerez
Yezhoù labour (fr) (br)

Kelennerez war ar galleg eo bet e Pariz, ha heuliet he doa kentelioù brezhoneg e 14vet arondisamant Pariz e 1968.

Goude-se he doa studiet brezhoneg e skol-veur Roazhon, hag eno he doa tapet ur vestroniezh brezhoneg e 1986, hag un DEA (Diplôme d'études approfondies) studioù keltiek e 1988.

Ober a rae war-dro devezhioù-studi e Rieg ha savet he doa un hentenn-deskiñ a oa bet embannet gant Skol an Emsav e 1981.

Oberennoù kemmañ

  • 1981 : Méthode de breton pour débutants, Roazhon, Skol an Emsav.
  • 2002 : Selaou selaou (gant Dominik Bossé, Vincent Lefèvre ha Vincent Lozac'hmeur), Staj brezhoneg Koad-Pin.
  • 2002 : Yannig an aod, Gourin, Éditions des Montagnes noires.
  • 2002 : Le korrigan de la mer, Gourin, Éd. des Montagnes noires.
  • 2017 : Le breton des rives de l'Aven et du Bélon, Lannuon, An Alarc'h.

Notennoù ha daveennoù kemmañ