Monferrato
(Adkaset eus Montferrato)

Monferrato (Monfrà e piemonteg) zo ur vro gozh hag un dugelezh eus hanternoz Italia, e Piemonte. Casale Monferrato ( Casal e piemonteg, Casà e rannyezh Monferrato) a oa ar gêrbenn anezhi.
Aet eo d'ober proviñsoù Alessandria ha Asti.
Treuzet eo gant ar stêr Tanaro.
Skrivagnerien brudet ar vro eo ar barzh Vittorio Alfieri hag Umberto Eco.
IstorAozañ
Kontelezh e oa a-raok dont da vout markizelezh en 967 ha dugelezh en 1574. Gallout a reer gwelout meur a varevezh en istor ar vro:
- ren an Alerami, gourvibien Aleramo, ar markiz kentañ,
- adal 1305, ren ar Baleologed pa voe diouer a hêred gant an tiegezh kentañ,
- aloubadeg ar Spagnoled etre 1533 ha 1536 pa voe diouer a hêred gant an tiegezh a-raok,
- adal 1536, ren an Tiegezh Gonzaga, a oa duged Mantova,
- Brezel Hêrezh Mantova en 1631, abalamour d'an diouer a hêred adarre; mont a reas ul lod eus douaroù an dugelezh gant an Tiegezh Savoia,
- ren a reas an Tiegezh Gonzaga-Nevers betek 1708, diouer a hêred adarre, ha kemeret e voe Monferrato gant Dugelezh Savoia.
GwinAozañ
Brudet eo gwin Monferrato
- Gwin ruz
- Barbera d'Asti
- Barbera del Monferrato
- Dolcetto d'Acqui [dol'ʧe:t:to 'da:k:wi]
- Gwin gwenn
- Gwin dous
- Brachetto d'Acqui [bra'ke:t:to 'da:k:wi]
- Moscato d'Asti
NotennoùAozañ
Liammoù diavaezAozañ
- Basso Monferrato Tourist Board
- Alto Monferrato Tourist Board
- Gwin Monferrato
- Sacro Monte di Crea
- Communities of hills between Langhe and Monferrato
- MonferratoArte (it) A historical and bibliographical directory of artists active in the extra-urban Churches of the Diocese of Casale Monferrato.