Monumant ar re varv Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet
Monumant ar re varv Korf ar Fuzulhourien-vor ar Stadoù-Unanet (e saozneg : United States Marine Corps War Memorial pe Iwo Jima Memorial) zo ul lec'h koun broadel stadunanat lec'hiet en Kontelezh Arlington, e Virginia. Staliet eo bet e 1954, lec'hiet eo en "Arlington Ridge Park", nepell diouzh an nor Ord-Weitzel Gate eus bered vroadel Arlington hag eus an Kloc'hdi an Izelvroioù. Ar mein lid milourel a zo en enor d'an holl izili eus Korf Fuzulhourien-vor ar Stadoù-Unanet marvet evit difenn ar vro abaoe 1775.
Monumant ar re varv Korf Fuzuilhourien-vor ar Stadoù-Unanet
Deiziad krouiñ | 10 Du 1954 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Marine Corps War Memorial |
Stad | Stadoù-Unanet |
E tiriad | Arlington County |
Lec'h | Arlington Ridge Park |
Daveennoù douaroniel | 38°53′26″N 77°4′11″W |
Diazezet war | Raising the Flag on Iwo Jima |
Krouet gant | Felix de Weldon, Horace W. Peaslee |
Darvoud-alc'hwez | dedication |
Danvez implijet | arem, Betoñs, granit, gwiad |
Chomlec'h | US Marine Memorial Circle, Arlington, VA 22209 |
Kod-post | 22209 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nps.gov/gwmp/planyourvisit/usmc_memorial.htm |
Statud ar gwirioù-oberour | domani foran |
Awen ar monumant eo ar poltred dreistbrudet tennet e 1945 a daolenne c'hwec'h Marines gant ar banniel stadunanat war ar Menez Suribachi e-pad Emgann Iwo Jima, e-pad Brezel ar Meurvor Habask, e-pad an Eil Brezel-bed.