Mor Timor (Timor Sea e saozneg, Laut Timor en indonezeg, Mar de Timor e portugaleg) zo ur mor n'eo ket gwall zon etre enez Timor en norzh, Aostralia er su, Mor Arafura er reter, ha Meurvor Indez er c'hornôg.

E Mor Timor ez eus bazennoù, enezennoùigoù didud ha gweleadoù tireoul ha gaz er c'hondon. Un emglev zo bet sinet etre ar stadoù amezek da rannañ ar pinvidigezhioù-se etrezo.

Marteze e teuas annezidi gentañ Aostralia eus Indonezia dre Vor Timor, d'ur mare ma oa basoc'h an dour ennañ.

Darwin eo ar gêr vras nemeti a gaver war ribl Mor Timor.