Mor an Hanternoz
mor
(Adkaset eus Mor an Norzh)
Mor an Hanternoz zo ur mor e Gwalarn Europa, dezhañ 575 000 km², hag en-dro dezhañ ar broioù-mañ :
- ar Rouantelezh Unanet, enni enez Breizh-Veur, an inizi Shetland hag Inizi Orc'h er C'hornôg anezhañ ;
- Bro-C'hall, Belgia, an Izelvroioù hag Alamagn er C'hreisteiz ;
- Danmark ha Norvegia er Reter.
Mor an Hanternoz
Rann eus | Meurvor Norzh Atlantel |
---|---|
Diazad doureier | North Sea basin |
Anvet diwar | norzh, Kornôg, Germaned |
Kevandir | Europa |
Daveennoù douaroniel | 56°27′32″N 3°40′57″E |
Lowest point | Norwegian trench |
A zo stok ouzh | Mor Breizh, Skagerrak, Meurvor Atlantel, Proviñs Kornôg-Flandrez |
Douaroniezh an danvez | geography of the North Sea |
Mor an Hanternoz (NASA) |
Digeriñ a ra :
- war Mor Breizh er mervent dre ar pas de Calais (e galleg) pe strait of Dover (e saozneg);
- ar Mor Baltel dre ar Skagerrak pe ganol Kiel er Reter ;
- ar Meurvor Atlantel (Mor Norvegia) en Hanternoz.
Pleustret eo Mor an Hanternoz gant listri e-leizh. Oberiant eo ar besketaerien warnañ, lod evel ar Vretoned o tont eus pellik dioutañ. Kavout a reer eoul-maen ennañ etre Bro-Skos ha Norvegia, daoust ma'z a buan ar puñsoù da hesk.