Morayma (Loja, 1467- Láujar de Andarax, 1493), a oa rouanez Granada ha pried Boabdil an diwezhañ roue, e dibenn ar XVvet kantved.

Delwenn da Vorayma e Loja.

Merc'h e oa da Aliatar, aotrou Xagra, gouarnour Loja, kentañ mevel-meur an Alhambra hag alguacil meur Emirelezh Granada[1]. Kontet e oa da vezañ kaer ha deol.

Dimezet e voe e 1482. Bachet e voe an daou bried gant he zad-kaer, ha dieubet gant soudarded Kastilha e 1483, met dalc'het e voe o bugale evel ostajed. Ne welas ket he bugale nemet goude kouezhet kêr Granada en 1492.

Mont a reas Morayma da-heul he gwaz d'an harlu, da Laujar de Andarax, ha mervel a reas a-raok dezho tec'hout da Fes e 1493.

Lennegezh

kemmañ

Gant Morayma eo bet awenet Francisco Martínez de la Rosa da sevel un drajedienn .

Notennoù

kemmañ
  1. *Patrom:Cita noticia