Morrígan
E gwengelouriezh Iwerzhon eo Mórrígan (pe Ar Mórrígan), pe Morrígu doueez ar brezel hag an tonkad. En iwerzhoneg a-vremañ e vez graet Mór-Ríoghain anezhi hag a dalv kement ha "rouanez-teuz".
Dre he roll evel doueez an tonkad eo ereet ouzh an diouganiñ, ar freuz, ar marv hag an trec'h war an aerva. E stumm ur vran, (graet ar badb anezhi) e c'hall dont war wel .[1] Ar gadourion a vez broudet da gas kurioù da benn ganti ha tizhout an trec'h war o enebourion. Ha gwalc'het e vez ganti an dilhad brizhet gant gwad ar re donket d'ar marv [2] Skeudennaouet e vez ivez evel doueez an douar hag ar riegezh, hag evel diwallerez ar c'hlenn hag he annezidi .[3][4]
Alies e vez graet Morrigan ag un triad c'hoarezed, anvet "an tri Morrígna".[5][6] Meur a anv a c'hall bout kavet evit an teir doueez mes peurliesañ e kaver an anvioù Badb, Macha, ha Nemain pe Badb, Macha, hag Anand. Lavarout a reer eo anvioù liesseurt evit taolenniñ an hevelep doueez marteze.[7] An teir Morrígna a vefe c'hoarezed an teir doueez-douar Ériu, Banba, ha Fódla. Gwreg an Dagda eo ha gallout a ra kemer stummoù a bep seurt. Tra ma vez azaouezet Badb ha Nemain evel gwragez Neit. Hiriv e kaver roudoù ag an doueez er Bean sí, ur boud ag an hengounioù-pobl.
Gerdarzh
kemmañTabutoù a zo war gerdarzh anv Morrígan. Mor a c'hall dont ag ur wrizienn indezeuropek hag a dalv "spont" "euzhus" hag e klot ouzh ar ger hensaoznek maere (adkavet e nightmare "gwallhunvre"), ar ger skandinavek mara, ha "mara" ("gwallhunvre") er yezhoù slavek. Tra ma vez troet rígan evel "rouanez" Gallout a reer goulakaat ur ger kentkeltiek *Moro-rīganī-s.[8][9] Neuze e vez troet anv Morrígan evel "Rouanez-Teuz" pe "Rouanez-Tasmant.
Daveoù
kemmañ- ↑ Aldhouse-Green, Miranda (2015). The Celtic Myths: A Guide to the Ancient Gods and Legends. New York : Thames & Hudson. 125 p. ISBN 978-0-500-25209-3.
- ↑ Sessle, Erica J. (1994). "Exploring the Limitations of the Sovereignty Goddess through the Role of Rhiannon". Proceedings of the Harvard Celtic Colloquium 14: 9–13. ISSN 1545-0155
- ↑ Lysaght, Patricia (1996). "Traditions of the Banshee", in Green: The Concept of the Goddess. Psychology Press. 157–163 p.
- ↑ Tymoczko, Maria (1994). The Irish Ulysses. University of California Press. 98–101 p.
- ↑ Sjoestedt, Marie-Louise (18 September 2000). Celtic Gods and Heroes. Dover Publications. 31–32 p. ISBN 978-0-486-41441-6.
- ↑ Davidson, Hilda Ellis (1988). Myths and symbols in pagan Europe: early Scandinavian and Celtic religions. Syracuse : Syracuse University Press. 97 p. ISBN 978-0-8156-2441-7.
- ↑ Mac Cana, Prionsias (1970). "The Goddesses of the Insular Celts", Celtic Mythology. Hamlyn.
- ↑ Proto-Celtic – English wordlist. Diellet er skrid orin d’an 27 September 2007.
- ↑ "nightmare". EtymologyOnline.