Moskov
Gant ar ger Moskva e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Moskva (disheñvelout).
Moskov (Москва, Moskva e rusianeg) eo kêr-benn Kevread Rusia. E lodenn europeat Rusia emañ, war ribl ar stêr Moskva. Brasañ kêr ar vro eo gant 11,5 milion a annezidi hervez an niveradeg graet e 2010 (tro-dro 15 milion en tolead kêr). Brasjedet eo da dro-dro 12.2 milion a dud e 2015.
Москва Moskov | |
---|---|
Kan ar gêr : Moya Moskva "Ma Moskov" | |
![]() |
![]() |
Banniel | Skoed |
Riez | ![]() |
Maer | Sergey Sobyanin |
Rannvro armerzhel | Kreiz |
Bann kevredel | Kreiz |
Soubiekt | Moskva |
Led | 55° 45' .." Norzh |
Hed | 37° 37' .." Reter |
Gorread | 1 081 km² |
Poblañs | 14 744 150 (2008) |
Stankter | 13 639 a./km² |
Kod pellgomz | 007 495 007 499 |
Kod post | 101000 129999 |
Ur roll hep he far he deus c'hoariet Moskov en istor Rusia. Bez' eo bet kêr-benn Priñselezh Veur Moskou ha hini Impalaeriezh Rusia betek Pêr Vras a lakaas Sant-Petersbourg da vezañ ar gêr-benn nevez. Kêr-benn e teuas da vezañ en-dro e 1918 gant ar republik sokialour soviedel yaouank ha goude Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel.
Statud ur gêr gevreadel zo ganti. E-barzh Oblast Moskov emañ daoust da vezañ dizalc'h dioutañ war an dachenn velestradurel. Enni emañ staliet ar galloud politikel, ekonomikel ha skolveuriek. Meur a savadur brudet a ziskouez kement-se, lod anezho war roll lec'hiadoù ar glad bedel eus an Unesco : ar C'hremlin e lec'h emañ prezidant Rusia, Iliz-Veur Sant-Bazil, ar blasenn ruz, Iliz-Veur Krist ar Salver, skraberioù-oabl Stalin. Div gambr Parlamant Rusia a zo ivez : an Douma ha Kuzul ar C'hevread. Manati Danilov eo sez Iliz ortodoks Rusia.
Anv ar gêr kemmañ
Москва, distaget "maskva" gant ar rusianegerien, a zo un anv a zeu eus stêr Moskva. гра́д Моско́в a dalv kement hag "ar gêr war ribl stêr Moskva" e rusianeg kozh. Meneget e voe Moskov evit ar wech kentañ e 1147 gant Youri Dolgoroukiy en e lizher d'ar priñs a Novgorod-Severski, o gervel anezhañ "da zont da welout ac'hanon, breur, e Moskov"[1]. москвич (maskvitch) a vez graet eus hec'h annezidi e rusianeg. Gant "Moskoviz" e reer e brezhoneg[2].
An anv e brezhoneg kemmañ
Moskov[3] eo e stumm ofisiel, daoust da lod eus ar vrezhonegerien oc'h ober gant Moskou. Jarl Priel, en e oberenn Va Buhez e Rusia, a ra gant Moskov.
An istor kemmañ
E 1156 e kourc'hemennas priñs Youri Dolgoroukiy a Rostov da sevel ur voger goat, ar C'hremlin, hag a oa ret adsevel meur a wech evit gwareziñ ar gêr war eskoriñ[4]. Goude bezañ bet dizalbadet ha peurzevet ar gêr ha bet lazhet he annezidi gant ar Vongoled e 1237–1238 e voe adsavet Moskou hag a zeuas da vezañ kêr-benn priñselezh Vladimir-Souzdal e 1327[5]. En argrec'h d'ar stêr Volga emañ ar gêr, ar pezh a gendaolas d'he c'hresk ingal. Dont a reas da vezañ Dukelezh Veur Moskov, ur briñselezh vleunius a sachas kalz tud eus Bro-Rusia a-bezh.
Gant Ivan Iañ Kalita e kemero ar gêr plas Tver evel kreizenn bolitikel Vladimir-Souzdal ha dastumer tailhoù evit an Impalaeriezh Vongol. O paeañ un truaj bras d'ar c'hKhan e c'houn Ivan ur goulezad bras : n'eo ket rannet Moskov etre e vibien met laeset d'an hini henañ, er c'hontrol d'ar priñselezhioù all. Kreskiñ a ra an enebiezh ouzh ar vestroni estren. E 1380 emañ priñs Dimitri Donskoi a Voskov e penn ul lu rusian unanet ha trec'h eo war an Datared e emgann Koulikovo. Ne oa ket krennus en emgann avat, ha daou vloaz goude eo preizhet Moskov gant khan Tokhtamysh. E 1480 e teu a-benn Ivan III da zieubiñ ar Rusianed eus reoladur an Datared. Dont a ra Moskov da vezañ kreiz ar galloud e Rusia[6].
E 1571 e oa preizhet Moskov adarre, gant Khanat Krimea ar wech-mañ. Devet e oa pep tra estreget ar C'hremlin[7].
An hin kemmañ
Un hinad kevandirel gleb eo hini Moskov. Tomm ha gleb eo an hañv, yen ha hir eo ar goañv. Gallout a ra sevel ha diskenn ar gwrezverk eus 15 °C da 30 °C en hañv hag eus -25 °C da zreist 0 °C er goañv. E-pad an amzer c'hor en hañv 2010 e oa bet tizhet ar rekord a 39 °C d'an 29 a viz Gouere e kreiz-kêr hag e aerborzh Domodedovo. Ar rekord a yenijenn a oa bet tizhet e miz Genver 1940 gant -42.2 °C. Erc'h a vez e-pad etre tri ha pemp mizvezh bep bloaz. Kregiñ a ra da gouezhañ e miz Du, ha teuziñ a ra e fin miz Meurzh. Miz Gouere eo ar miz tommañ, e fin miz Genver/miz C'hwevrer e vez kavet ar mareadoù yenañ.
Ar boblañs kemmañ
Hervez an niveradeg e 2010 ez eus 11,503,501 annezad e Moskov. Setu dasparzh an orinoù :
|
|
Se zo evit an annezidi bad, met 1.8 milion annezad berrbad a zo hag a zo tud pedet en un doare ofisiel gant annezidi bad. Annezidi anofisiel a zo ivez, dreist-holl genidik eus Kreiz-Azia. Tro-dro 1 milion int.
- 2012
- Ganedigezhioù: 134 653 (11.3 war 1000)
- Marvioù: 117 489 (9.9 war 1000)[8]
- Feur gouennañ: 1.38
Relijion kemmañ
Ar relijion ortodoks eo an hini pennañ er gêr. Relijionoù all a vez graet gant an Voskoviz : an Islam, ar Rodnoveri, ar Protestantiezh, ar Gatoligiezh, an Ortodoksed krederien-kozh, ar Boudaegezh hag ar Yuzevegezh.
Kêr-benn Iliz Ortodoks Rusia eo Moskov. Patriark Moskov eo an hini emañ e penn anezhi. E manati Danilov emañ o chom.
Sevenadur hag an arzoù kemmañ
Brudet eo C'hoariva Bolchoi dre ar bed evit e arvestoù barrez. Ret eo menegiñ ivez Choariva Malyi, hini Vakhtangov ha C'hoariva Arz Moskov. Sirkoù a zo ivez, hag ur bern sinemaoù. E-touez ar mirdioù brudetañ emañ Palier Tretiakov, Mirdi Arzoù-kaer Pouchkin ha Mirdi Istor ar Stad.
Treuzdougen kemmañ
Pevar aerborzh etrevroadel en deus Moskov (Sheremetyevo (SVO), Domodedovo (DME), Vnukovo (VKO), Ostafyevo (OSF)) hag un aerborzh broadel nemetken : Bykovo.
Nav zi-gar meur en deus (vokzals e rusianeg) :
- Ti-gar Belorus
- Ti-gar Kazan
- Ti-gar Kiev
- Ti-gar Koursk
- Ti-gar Leningrad
- Ti-gar Pavelets
- Ti-gar Riga
- Ti-gar Savyolov
- Ti-gar Yaroslav
Ganto e c'haller mont da galz kornioù eus Europa hag Azia, da skouer gant an Treuzsiberian holl-vrudet. Tout an tiez-gar-mañ zo tost ouzh ar c'hreiz-kêr ha kenereet gant linenn 5 ar metro, kelc'hiek he strumm. An bannlev (prigorodnij) ha kêrioù tost a zo kenereet gant an tren tredan anvet elektrichka. Tiez-gar bihanoc'h a zo ivez.
Daou dermenva en deus Moskou war ribl ar stêrioù Moskva ha Oka, evit an dudi dreist-holl. Ur ganol a ya betek ar stêr Volga.
Digoret e voe linenn gentañ Metro Moskov e 1935. Bremañ eo ur rouedad a 188 arsavlec'h. Unan eus donañ ha brasañ metroioù ar bed eo, implijet gant tro-dro 10 milion a dud bemdez. Anavezet e vez evel unan eus arouezioù ar gêr abalamour d'e ginklerezh pinvidik ha liesseurt.
Ur rouedad stank busoù, trollebusoù ha trammgirri en deus ivez, mui un tren unroudenn zoken. Beloioù emservij anvet Velobike a zo kinniget d'ar Voskoviz abaoe 2013.
Ouzhpenn 2.6 milion a girri a vez e kêr bemdez. Mell stankadegoù a gaver er bloavezhioù diwezhañ. Ur bern taksioù a zo ivez. Cheñchet en deus kalz ar servij-mañ er bloavezhioù diwezhañ abalamour d'an arloadoù implijet gant an dud war o hezoug : Yandex Taxi, Uber...
Tud brudet ganet e Moskov kemmañ
-
Dmitri Donskoi priñs meur Moskov (1350-1389).
-
Ivan III Rusia tsar.
-
Mikael Iañ tsar.
-
Pêr ar Meur tsar.
-
Anna Rusia tsarez.
-
Aleksandr Souvorov milour (1730-1800).
-
Aleksandr Pouchkin barzh ha romantour (1799-1837).
-
Mic'hail Lermontov barzh ha romantour (1814-1841).
-
Aleksandr Herzen skridarnodour (1812-1870).
-
Aleksandr II tsar.
-
Fedor Dostoievski romantour (1821-1881).
-
Sofia Kovalevskaia matematikourez (1850-1891).
-
Konstantin Stanislavski komedian ha kelenner arz ar c'hoariva (1863-1938).
-
Vassily Kandinsky livour (1866-1944).
-
Aleksandr Skriabin pianour ha sonaozer (1871-1915).
-
Boris Pasternak skrivagner (1890-1960).
-
Marina Tsvetaeva barzez (1892-1941).
-
Aleksandr Alec'hin c'hoarier echedoù (1892-1946).
-
Viera Menchik c'hoarierez echedoù (1906-1944).
-
Sergei Mic'halkov barzh ha skrivagner (1913-2009).
-
Vitaly Ginzburg fizikour (1916-2009).
-
Andrey Sac'harov fizikour (1921-1989).
-
Boulat Okoudjava kaner ha sonaozour (1924-1997).
-
Maia Plissetskaia korollerez (1925-2015).
-
Evgeni Leonov aktour (1926-1994).
-
Lev Yachin melldroader (1929-1990).
-
Lioudmila Zykina kanerez (1929-2009).
-
Vladimir Vysotsky kaner (1938-1980).
-
Andrei Mironov aktour (1941-1987).
-
Alla Pougatcheva kanerez (1949-).
-
Sergei Lavrov politikour (1950-).
-
Sergey Brin (1973-) kenziazezer Google.
-
Marat Safin c'hoarier tennis (1980-).
.
Gevelerezh kemmañ
Europa |
Amerika |
Azia |
Afrika |
Notennoù ha daveennoù kemmañ
- ↑ Comins-Richmond, Walter. The History of Moscow. Occidental College. Kavet : 2006-07-03.
- ↑ Vallée (F.), Grand dictionnaire français-breton, p. 481b.
- ↑ Geriadur brezhoneg, An Here, 2001, p. 1432, ISBN 978-2-86843-236-0.
- ↑ Russia Engages the World: The Building of the Kremlin, 1156–1516. The New York Public Library. Kavet : 3 a viz Gouere 2006.
- ↑ Along the Moscow Golden Ring (PDF). Moscow, Kreizenn Kelaouiñ d'an Douristed. Diellet er skrid orin d’an 23 a viz Gouere 2006. Kavet : 5 a viz Gouere 2006.
- ↑ Vogel, Michael. The Mongol Connection: Mongol Influences on the Development of Moscow. Indiana University South Bend. Diellet er skrid orin d’an January 7, 2006. Kavet : July 3, 2006.
- ↑ "The Unending Frontier: An Environmental History of the Early Modern World". John F. Richards (2006). University of California Press. p.260. ISBN 0-520-24678-0
- ↑ https://web.archive.org/web/20130301092826/http://www.gks.ru/free_doc/2012/demo/edn12-12.htm