Moudenn (disheñvelout)
Moudenn (el liester mouded pe moudennoù) zo ur ger dezhañ meur a ster hag a denn d'ar gounezerezh ha d'an douaroniezh, dreist-holl, hag a dalvez d'ober anv eus un uhelenn, bras pe bihan.
- Moudenn zo un tamm douar palet, labouret. Meur a seurt moudennoù a c'hell bezañ hervez al labour graet en a-raok : moudenn-c'hlas, moudenn-gign, moudenn-ston, moudenn-varr, moudenn-vrizi.
- Moudenn, er c'horfadurezh, zo anv ul lodenn volzek e traoñ kof ar merc'hed, anvet mons veneris e latin.
- Moudenn-gastell, pe moudenn hepmuiken, a reer eus ur c'hreñvlec'h savet war un uhelenn vihan, un dorgenn naturel pe unan graet gant an dud, da vare ar Grennamzer.
- Ar Voudenn zo un anv-lec'h, anv ur gumun en Aodoù an Arvor, hag e meur a lec'h all.