Mswati III (ganet Makhosetive Dlamini d'an 19 a viz Ebrel 1968) eo roue Eswatini abaoe 1986.

Mswati III

Mab eo d'ar roue Sobhuza II ha da Ntombi Tfwala. Pa varvas e dad e 1982 e voe dibabet Makhosetive da vezañ roue gant ar C'huzul roueel (E Eswatini n'eo ket ar roue a zibab e hêr). E-pad pevar bloaz e voe kaset ar rejañs gant div wreg da Sobhuza II : Dzeliwe Shongwe ha Ntombi Tfwala. Kurunennet e voe d'ar 25 a viz Ebrel 1986.

E 2001 e c'hourc'hemennas Mswati III an umchwasho evit stourm ouzh ar SIDA. An umchwasho zo ur ritual hengounel e Eswatini a verz ouzh ar maouezed ha merc'hed ha n'int ket dimezet da gaout darempredoù rev. Adalek an 9 a viz Gwengolo 2001 betek an 19 a viz Eost 2005 e tlee padout an umchwasho met ehanet e voe ur bloaz abretoc'h.