Muon
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Muon, µ-[1] an arouez anezhe, eo an anv roet da rannigoù elfennel distabil negativel o bec'h, hervez patrom standard fizik ar rannigoù. Kavet e voent e 1936 gant ar fizikour stadunanat Carl David Anderson hag e eiler Seth Neddermeyer tra m'edont o labourat war ar skinadur kosmek e California Institute of Technology (Pasadena, SUA).
Evel ar c'hwarkoù, an elektron, an neutrinoioù hag an tauon ez int lod eus familh al lepton.
Ar memes perzhioù fizikel ha reoù an elektronenn he deus ar vuonenn, daoust da houmañ kaout ur mas (≈105,7 MeV.c-2) ouzhpenn daou c'hant gwech brasoc'h : se zo kaoz e vez graet elektronenn bounner anezhi ivez. Ur spin 1/2 he deus hag un neutrino — aroueziet νμ — a vez kevelet outi.
War an Douar e teu ar muon diwar diemprañ pion bec'hiet, hag int-i rannigoù berr-kenañ o buhez (2,6033 ± 0,0050 x 10-8s) ha krouet en uhelatmosferenn gant ar skinoù kosmek.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Aroueziet e vez µ+ an enepmuon, an eneprannigoù positivel o c'harg unanet ouzh ar muon.