Mustafa Iañ
Mustafa I, ganet e 1592, a voe sultan an impalaeriezh otoman goude marv e vreur Ahmet I.
Mab e oa da Mehmed III hag e voe ar sultan kentañ o tont war an tron goude ur breur dezhañ.
Ne oa ket dedennet Mustafa I gant ar galloud ha dre heg e voe lakaet div wech war an tron :
Ren a reas da gentañ eus an 22 a viz Du 1617 betek ar 26 a viz C'hwevrer 1618, pa lezas an tron d'e niz Osman II, mab Ahmet I.
Goude emsavadeg ar Yeniçeried e voe adlakaet war an tron e miz Mae 1622. D'an 10 a viz Gwengolo 1623 avat e tilezas ar galloud da vat evit Murat IV.
Mervel a reas d'an 20 a viz Genver 1639 e palez Topkapı.
En e raok: Ahmet I |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1617 – 1618 |
War e lerc'h: Osman II |
En e raok: Osman II |
Sultaned an Impalaeriezh Otoman 1622 – 1623 |
War e lerc'h: Murat IV |