Mynydd Llandygái (skrivet ivez "Mynydd Llandegai") zo ur gêriadenn eus Kembre e kontelezh Gwynedd. Emañ war harzoù Park Broadel Eryri, etre Moelyci hag ar Glyderau.

Mynydd Llandygái

Savet e voe ar gêriadenn a-hed daou hent kenstur, Tan y Bwlch ha Llwybr Main. Gwelet a reer a-hed pep hent heuliadoù tiez, bet savet evit mengleuzierien mein-glas en XIXvet kantved.

En-dro da v-Mynydd Llandygái emañ kêriadennoù Tregarth (er biz) ha Dinorwig (er c'hornôg). Ur skol kentañ derez, Ysgol Bodfeurig, zo etre Mynydd Llandygái ha Tregarth.