Myrta Silva
Myrta Blanca Silva Oliveros (Arecibo, 11 a viz Gwengolo 1927 - Arecibo, 2 a viz Kerzu 1987), anavezet evel Myrta Silva pe La Gorda de Oro, a oa ur ganerez hag aktourez puertorikan. Kanañ a reas gant ar Sonora Matancera[1].
C'hwec'h vloaz e oa pa varvas he zad, ha savet e voe gant he mamm, lesanvet "Mama Yeya". En 1937, ha hi dek vloaz, e kanas Myrta Silva en Oliver Theater en Arecibo. En 1939 ez eas gant he mamm da chom da New York. Eno e krogas da labourat er skingomz spagnolek.
En 1939 ez eas e darempred gant ar sonaozer puertorikan Rafael Hernández, a blijas he mouezh dezhañ, ma kemeras anezhi en e laz, ar Grupo Victoria.