Nagasaki
Nagasaki (長崎市 Nagasaki-shi e japaneg) a zo ur gêr ha sez ur prefeti eus Japan, war aod mervent Kyūshū emañ. Ur greizenn a levezon europat e oa kent digorridigezh ar vro e deroù ar maread Meiji. Dont a reas da vezañ ur porzh bras eus ar morlu e-pad ar brezel Sina-Japan kentañ hag ar brezel Rusia-Japan. Distrujet e voe e miz Eost 1945 gant an eil bombezadenn atomek en istor an dud.
Nagasaki 長崎市 | |
Lec'hiadur Nagasaki e Prefeti Nagasaki, Japan. | |
Lec'h | |
Bro | Japan |
Prefeti | Prefeti Nagasaki| |
Perzhioù Douaroniel | |
Gorread | |
Kenurzhiennoù | |
Poblañs | 447,420 |
Stankter | 1101.1/km² |
Arouezioù | |
Gwezenn | Chinese Tallow Tree |
Bleuñvenn | Hydrangea |
Evn | |
Ti-kêr Nagasaki | |
Maer | Shirō Suzuki |
Chomlec'h | 850-8685 Nagasaki-shi, Sakura-machi 2-22 |
Pellgomz | 095-825-5151 |
Lec'hienn ofisiel: Nagasaki City |
E penn ur pleg-mor hir emañ Nagasaki. Ar porzh naturel gwellañ e Kyushu eo hemañ. En ur gompezenn vihan e-kichen dibenn ar pleg-mor emañ ar c'harterioù-annez ha kenwerzh. Div rivier disrannet gant ur menez bihan a furm an div draonienn lec'h m'en em astenn ar gêr.
447,419 annezad he doa ar gêr war ur gorread a 338.72 km² e 2004.