Naja Marie Aidt
Ganedigezh 24 a viz Kerzu 1963
en Egedesminde, Greunland
Yezh skrivañ daneg
Enorioù Priz lennegezh Kuzul an Norzh 2008


Naja Marie Aidt (24 a viz Kerzu 1963 en Egedesminde) a zo ur skrivagnerez hag ur varzhez danat.

He yaouankiz a gasas e Greunland hag ivez e Vesterbro (Kopenhagen). E 1991 e voe embannet he levr barzhonegoù kentañ, titlet Så længe jeg er ung (E-keit ha ma'z on yaouank bepred). Abaoe 1993 e kas holl hec'h amzer o skrivañ. E 1994 e resevas ur yalc'had 3 bloavezh-pad gant Diazezadur Danmark an Arzoù.

E 2008 e tegemeras Priz lennegezh Kuzul an Norzh gant he dastumad danevelloù Bavian (embannet e 2006).[1] Gant Bavian e resevas ivez Kritikerprisen 2006 e Danmark.

Notennoù

kemmañ