Nakayoshi (japaneg : なかよし) zo ur magazin manga shōjo embannet bep miz gant Kōdansha abaoe miz Kerzu 1954 evit ar rakkrennardezeded (9-12 vloaz). Rakembannet evez ar manga er Nakayoshi kent dont er-maez e stumm levrennoù.
Ment ul levr pellgomz zo dezhañ, ha gwerzhet e vez gant profoùigoù (boulomigoù, c'hoarioù, seier bihan, skritelloù, pegsunioù...).
E-kreiz ar bloavezhioù 1990 e kouste 400 yen ar skouerenn, evit war-dro 448 pajennad. D'ar mare-se e veze skignet war-dro 1 800 000 skouerenn bep miz.[1] E 2017 e veze skignet 87 000 skouerenn[2].

Nakayoshi
なかよし

Nakayoshi niv. 1 • Kerzu 1954

Bro Banniel Japan Japan
Yezh Japaneg
Doare Shōjo manga (rakembann)

Embanner Kōdansha
Bukenn Rakkrennardezed
(9-12 vloaz)
Mareadegezh Miziek
Moulladur 89 125 skouerenn
(Meurzh 2018)

Internet Nakayosi
Un Honda Legend kinklet hervez Cardcaptor Sakura
Gwisket evel e Futari wa Pretty Cure
Banniel Sailor Moon
Gwisket evel Amu Hinamori e Shugo Chara!
Tokyo Mew Mew– Skrivet eo "Tokyo", hag ar sivienn eo Mew Mew

Er bloavezhioù 1990 e tivizas ar pennskrivagner, Yoshio Irie e anv, liesaat ar pezh a veze er magazin : ouzhpenn istorioù karantez e lakaas embann istorioù faltazi evel Sailor Moon. Er memes mare e voe divizet liammañ ar magazin ouzh tresadennoù-bev.[1]

Mangaoù embannet gant Nakayoshi

kemmañ
  • Etre krommelloù emañ anv ar mangaka.
1-9ABCDEFGHIJKLMNOPQRSTUVWXYZ

hachiko non stop non(shin minazuki) juicy koi himitsu(natsumi ando)


E broioù all

kemmañ

En Indonezia e vez embannet Nakayoshi: Gress!, bep miz gant Elex Media Komputindo.

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en)Frederik L. Schodt : Dreamland Japan: Writings on Modern Manga, Stone Bridge Press, Berkeley, CA, 1996, pp. 92-94 (ISBN 978-1-88065-623-5)
  2. (ja) Japan Magazine Publishers Association.
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける