Naomi (pe Noemi e troidigezh An Tour-Tan) eo pried Elimelec'h, er Bibl, e Levr Rout. Mamm eo da Vahelon ha Kileyon, o mibion. Ganto e tivroas da Moav.

Naomi o lavarout da Rout hag Orpa distreiñ da Moab, gant William Blake, 1795

Naomi zo dimezet da Elimelec'h. Naonegezh zo er vro, ma tivro an daou bried hag o daou vab eus Judea da Voab. Mervel a ra Elimelec'h ha dimeziñ a ra e vibion da vaouezed eus o bro nevez, Moab : Mahelon da Rout ha Kileyon da Orpa. Mervel a ra an daou vab ivez, ha setu Naomi da zistreiñ d'he bro c'henidik, Betlehem e Bro Yehouda, gant ur verc'h-kaer, Rout[1], tra ma chom eben, Orpa, en Moab.

Ken kemmet eo Naomi gant ar baourentez hag ar glac'har ma n'eo ket he mignonezed kozh evit hec'h anavezout ken.

Jan van Scorel, Rout ha Naomi e parkeier Boaz.

Koulz an eost eo pa zegouezh Naomi ha Ruth en Bethlehem. Naomi a ro aotre da Ruth da bennaouiñ er parkeier ma vo lezet da vont enne. O labourat emañ e park Boaz, pa'z eo anavezet gant ur vatezh hag a lavar eo merc'h-kaer Naomi. Boaz a zo kar da bried Naomi. Se zo kaoz e lavar da Ruth pennaouiñ a-gevret gant e vitizhien hag e kemenn d'ar vevelien chom hep hegañ anezhi, ha neuze, da goulz merenn, e lavar dezhi dont da zebriñ ganto.

Pa glev Naomi eo bet degemeret mat Ruth gant Boaz, e lavar da Ruth en em gempenn da sachañ e selloù warni, ha tostaat outañ.

A-benn ar fin e timez Ruth da v-Boaz, ur mab o deus, ha Naomi a ra war e dro, ma lavar tud ar vro he deus bet Naomi ur mab.

Rout, Noemi hag Oved, mab Rout ha Boaz
  1. "Naomi", Jewish Encyclopedia