Naomi Bronstein
Stourmerez ar mat
Naomi Bronstein, ganet e 1946 en Outremont (Kebek, Kanada) hag aet da Anaon d'an 23 a viz Kerzu 2010 e Guatemala, a oa un dengarourez. Brudet eo evit he obererezh dengarour e-keñver an emzivaded dreist-holl e Vietnam.
E 1983 e sikouras sevel en Ottawa an aozadur Heal The Children Canada ("Pareañ ar Vugale e Kanada"). Ar pal a oa degemer bugale baour evit ma vefent oberataet e Kanada.
Buhez personel
kemmañ12 bugel he doa, 7 anezho advabet ganti. Bet eo ezel eus Urzh Kanada adalek 1983.