Naria irrorata
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Naria
Anv skiantel
Naria irrorata
(Gray, 1828)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Naria irrorata a zo unan eus an daou spesad a vez renket er genad Naria e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin divoutin eus Polinesia Gall an hini eo.

Taksonomiezh kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1828 dindan an anv genad Cypraea[2].

Dont a ra an anv irrorata eus al latin irroratio a dalv douraat.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Naria irrorata o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea irrorata Gray, 1828 anv an diskrivadenn hag anv implijet gant ar re ne impll nemet ur genader c'herentiad.
  • Erosaria irrorata (Gray, 1828) anv aet da get evit poent

Bevoniezh kemmañ

Kregin brav ha bihan eo an Naria irrorata. Kavet e vezont war an aod dindan nebeut metroù donder er c'horailh ha spouennoù mor. Lodenn vrasañ ar c'hregin a vez kavet marv.

Ment kemmañ

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 10 ha 13 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm gour, pe ramz, betek 17 mm.

Gwelout ivez kemmañ

Naria ostergaardi spesad all ar genad,

Purpuradusta serrulifera, ur spesad gant tresadennoù ha livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo lec'hel-tre e Polinezia C'hall er Meurvor Habask

Skeudennoù kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 07 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=573906(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)