Nassau
- Evit implijoù all, gwelet Nassau (disheñvelout).
Nassau (distagadur IPA: [ˈnæsɔː]) eo kêr-benn Inizi Bahamas. Kêr vrasañ ar vro eo ivez hag ar greizenn ekonomikel. 248 948 a dud a oa o chom enni e 2010 ha 274 400 e 2016, ar pezh a ya d'ober 70% eus hollad annezidi ar vro. En enez New Providence emañ Nassau.