Nationalsozialistischer Untergrund
An Nationalsozialistischer Untergrund (Broadelour-sokialour kuzh) a oa ur strollad sponterien nevez-nazi alaman a voe flastret e 2011. An NSU a zo bet brudet dre e izili Uwe Mundlos, Uwe Böhnhardt ha Beate Zschäpe, hag a oa bet o vevañ kuzh asambles gant falspaperioù. Etre 100 ha 150 den zo bet liammet ouzh ar strollad sponterezh neveznazi, p'o deus roet harp d'an triad kuzhet e-pad un dek vloaz bennak. An harperien o devoa kuzhet anezho, roet armoù ha falspaperioù, roet goudor hag arc'hant dreist-holl.
Deiziad krouiñ | 1998 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Nationalsozialistischer Untergrund, NSU |
Anv berr | NSU |
Prezidant | Uwe Mundlos, Uwe Böhnhardt, Beate Zschäpe |
Stad | Alamagn |
Ideologiezh politikel | neo-Nazism, white supremacy, estrengasoni, broadelourieh alaman, ultranationalism |
Sez sokial | Zwickau |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 11 Du 2011 |
Deiziad divodañ | 4 Du 2011 |
Hashtag | NSU |
An NSU a oa disheñvel diouzh darn eus ar strolladoù sponterien all rak ne glaske ket bezañ brudet. Ar strollad sponterien a oa bet kavet gant poliserien Alamagn ur wech marvet Böhnhardt ha Mundlos, hag harzet Zschäpe nebeut amzer goude. Diaes eo gouzout resis petra eo an holl dorfedoù sevenet gant an Nationalsozialistischer Untergrund. Betek-henn e soñer eo bet graet an torfedoù-mañ ganto : muntr 9 den, Turked, Gresianed ha Kurded etre an 9 a viz Gwengolo 2000 hag ar 6 a viz Ebrel 2006, muntr ur boliserez, bombezadenn Nürnberg e 1999, bombezadennoù Kologn e 2001 ha 2004, un heuliad 14 laeroñsi e tiez-bank. Hervez prokulor meur Alamagn ar mare e oa an NSU "ur strollad eus an tu dehoù pellañ mennet gant ar c'hoant da lazhañ estrañjourien, ha keodedourien gant orinoù estren"